an ALBB : Nelly Blanchard ha Jean Le Dû war un ton digor e Brest

Publié le par envazao

E 1972 e voe ganet Skol Veur Brest. Goulennet ez eus bet gand daou zen gouiziek war ar yezou keltiek lakad digor war ar gaoz evid an holl. Setu unan euz an degoueziou a ro an ton d’eur prantad a zaou-ugent vloaz evid an deskadurez uhel e Skol Veur Breiz Izel.

Petra vez greet euz tra-mañ-tra e-barz e du-hont ? Penaoz e tistager en tu all ? D’ar seurt goulennou e vez bouetet respontchou a-zoare en ALBB*, Atlas ar yez e Breizh Izel.  Dimerher paset e Skol Veur e oa ano euz ar metodologiez a vez laked da dalvezout beteg war leoriou ha studiadennou evid renta kont eus ar hant giz er hant vro. Gand Nelly Blanchard eo bet laked ar berzidi da liva takadou diwar glevet ha gwelet eun nebeud skoueriou. Mad eo kas ar seurt boued spered d’an traoñ evit studial ha pleustri. « Rei da houzoud d’an dud ez eus meur a stumm da bep ger, digeri ar sperejou war binvidigez ar yez hervez pep tachad », lakaad a ra Nelly Blanchard eo pouezuz d’an nen tapout anaoudegez euz ar seurt diazezou araog mond da beuri e brad.

 

Kontre ar valaen ha bro ar skubell 

Araog ma pakfe krog Yann selaouer en e greion evit hoari e damm enklasker war baper e oa bet  laked  ar gaoz gant ar gelennerez diwar benn istor ar seurt enklaskou. Tad an ALBB a heller ober eus Emile Ernault, savet en doa pennadou a-ziwar furchal e-touesk ar bobl kerkent ha 1876...

 

... pelloh da lenn er Ya !

 

ya

Publié dans brezoneg

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article