dall, mut, bouzar

Publié le par envazao

War baper e oan krog d'en em zoñjal tri bloaz a zo pe ze. Padet moa pellig a-walah gand Ya!, beteg ma oa eet ar puñs da hesk. Devi ar goulou ne rin ket avad an dro-ma, na redek da baka treid ar mestr pa grog da isa. Ki gouez ma z'on, pedi a ran an absolvenn diganeoh en araog pa za va zoñjou war ribotal. Ne vezo ket na treñket na tourgouillet al lêz ganin, michañs.

 

Deom de’i evid war zujed ar brezoneg a-vremañ. Er bloavez daou vil daouzek n’eo ket touet e vije eun dra bennag a deufe tost d’eur Brezoneg digomplekset. Ma doue, digemplezet a ra unan bennag, pe zaou.


Brezhonegerien  XXI a weler war ar post télé, koulz war an urjiataer. Petra ar hurun en ifern yen  'sinifi ar re-ma ? Eur pab nevez, eur c’harnij brezel. Benead XXI pe B21’s. Nag a boan.  Peseurt frankiz a zo evid ar re a zo etre Machinbistrak Warnugent ha brezhoneg Tro An Ti ?

 

Tro An Ti. T’n’T ken a tarz. Mond a ra founnuz mad an etikededennou war an télé gall. Lakad pennou er homboutchou, bouj ebed ganto, pe kalzig a ardou tro ar pod evid eur zoubenn dreut. Fei', labour zul labour null.

 

Ne oa ket deuz ar seurt ardou er podad soubenn ‘kreiz an daol gwechall evid ar vrezonegerien a zo en em gavet en o daou ugent vloaz pe ze en deiz hirio. Gwir eo n'ez eus ket eun niver braz spontuz ahanom, nag ez eus en oajou da heul. Fê, goap pe difoultr a zo bet greet ouz or seurt alies pe aliesig meus aon, pe ve er bed braz pe ve e bedig bed ar brezhoneg. Fê, goap ha difoultr a reem en distro. Ni oa an nihilisted e penn an dalar. No future, da zont ? Da hasti.

 

Tro 1950 'toare e oa mouget ar brezoneg. Ret oa gedal beteg tro 1972 pa oa krog da glask e Alan en dro a-ziwar leurenn an Olympia. C'hoaz e jome berr ar c'hwez gantañ. Bez e oa Channig ha Charlez evid trempa an douarou gand eur bannig oksijen hag azot, traou naturell. Pennad a oa ganto, eur vunudennig ha riñset kerkent. Soubenn vunut da lipad etre ar podad kig moh, kaol ha patatez dabuchur. A boan amzer da laosker bramm pe breug hag e oant eet diwar ar skramm. Buanoh ez eent eged Aotrou Sikloped-Desproges hag e vunud munut.

 

Feiz, gand Charlez hag e wreg oa eur vunutenn a-galité da gaout war ar pemdez. Riskl ebed da zevi ar goulou. Karantez tost ha karantez gwell evid ar brezoneg, aze oa ken a yoa. Boulhet oa an ero gand an daou bried. Resped deoh.

 

Bremañ ? O turiad er biskili emaom meus aon. O c'hwennad tro an ti. Dare om da baka an oaled adarre. Nemed fuzeenn brezoneg XXI a vije o c'hortoz ? Echu dija mare ar brezoneg hors-sol p'ema o vond da baka leur nevez war al loar. Skei a raio brezoneg XXII war Veurz, pario.  

 

Feiz, ken pell hag e c’hellan kas va eñvorennou a vous war gil, deuz ar brezoneg ne jome ket kalz a lusk du-mañ. Dioutañ oa eur gwallbarlant mêz ar jeu. Tadou koz o yéz ar vez ne lake ket kalz a ziouskouarniou da drei daveto. Teodou an oll gwragez a droe forzik, hardi, asidu. Koulskoude e oa eet an heol hebiou d’ar c'hanndi abaoe pell. Marmouzigou difoultre a oa o lavigad tro war dro :  pennouigou dall, mut ha bouzar. Pouloudennok on diouskouarn, begou mouchet ha daoulagadou serret.

121894_fr_lestroissi.jpg

Ar brezouneg ? Eun estren d'ar poen-hont. Estreniet oa bet  en e vro, dre ziou wech. Kollet e oa bet e enor. Tonket e oa da vervel. Eur machin bennak a oa deuz an tamm langach brujunnenok. Miret e oa an tañva ouz teodou ar yaouankizou, difennet ruz.

 

Ne z’eus ket gwelloh eged eur seurt difennerez evid moustra war zantimanchou, mouga ar c’hoantchou e-barz e Yann Vous ha Katell Mouzed. Kontrol da ze, c’hoantegez hag avi o devoa kavet ludu ha temz evid kreski forzik. Bez e oa eur hoz yéz louz brein o vervel en or gichen, o tistumma bugale, pe o stumma lod. Troet eo va zamm krampouezenn war an tu mad warlerh, a varo ema o vond da veo. Planta buhez eo bremañ, skrid ha komz, keit ha ma z'eus esperañs. Falhet an ankou, marh treut, karr hag all.

Publié dans brezoneg

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article