Overblog Tous les blogs Top blogs Économie, Finance & Droit Tous les blogs Économie, Finance & Droit
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Publicité
Yann-Fañch Kemener e Kerber

Yann-Fañch Kemener e Kerber

Warhoaz da ziv eur e teuio ar haner Yann-Fañch Kemener da gaozeal e ti an oll Kerber, a zo stag ouz an ti Kêr. Bep yaou e vez eun daouzek bennag a dud a beb oad o teuler o hoazez tro an daol evid lakad ar vilin da drei e yéz ar vro. En o zouesk ez eus...

Lire la suite

Mond da weled Marsel

Deh pa vedon gand va hent ha dirazon eun eurvez a frankiz ez on eet da renta bizit da Varsel er Vourh Wenn, fin, e parrez Plabenneg ma e chom, tostoh dah ar Vourh Wenn. Madik ez a an traou gantañ. Ne hell ket mond d'ar henteliou brezoneg ken. Eun druez...

Lire la suite

Publicité
peskig brein ?

peskig brein ?

Dispartia va zamm Peskig Ebrel euz hini greet war Ya ! deh, a zo ganin ober hirio. Salo ma vije roet an absolvenn din gand Gwenael dage, kenurcher ar gelaouenn sizuniek. Labour vad a ra hennez ha ne oa ket en va zoñj lakad beh warnañ. Eur c'hoari a vez...

Lire la suite

Nevez amzer ar brezoneg

Nevez amzer ar brezoneg

Diskuillet eo bet gant Ya ! er gentaou. Ofisializet eo ar brezoneg gant ar stad hall. Dizedachet eo or yez karet. Echu gand ar peurunvan, beh d'ar skolveurieg. Kempennet eo bet ar skritur goude sizunveziou a vonedone hag a zarempredou didrouz etre ar...

Lire la suite