Alphonse Arzel, labourer douar (eil lodenn)

Publié le par envazao

Setu evid e eil lodenn an troh kaoz a oa bet greet gand Alphonse e Lestreone, an teroer ma chom enna e Gwitalmeze. An tosta am eus gellet ez on chomet euz e zoare da zistaga. N'am eus ket skarzet ken nebeud ar geriou galleg evid o ramplasi gand geriou n'en dije ket lavaret. Evid traou zo eo chomet va diouskouarn da voudal ha n'on ket deut a-benn da baka toud, pa zeuio ar zon e vioh gouest da zikour ahanon michañs ha da stanka an toullou. En eil lodenn-ma e tiskouez Alphonse kaoud anaoudegez evid an deskamant a oa bet roet dezañ dre ar JAC hag Office Central Landerne.

Hag ar SICA*, peseurt pouez ho peus bet a-drugarez dezi ?

Da lavaret eo, ni noa eur hooperativ hag indépendant. Ni e werze hom legumach direktamant da Bariz, da Lyon, da Dijon. Ni werze gis-se e leh hon-ba prenet hom marhadourez ganeom ha gand ar marhadourien, vize kaset betek pe Rosko pe Kleder. Ni a rea, ni a brodue hag a werze. Med maleuruzamant hon doa poan da zelher an taol abalamour ne vedom ket niveruz awalah, abalamour e dlee bea, e dlee kaoud tud da brena hor zraou, e vedo ar hiz hag e rankem ober "des propositions" evel ma lavarer e galleg. Ha ne vedom ket niveruz awalah, pa z'om bet komañset ne vedom ket med dek hag on deus troet e-se e pad ugent vloaz hag e vezom deut da gant hanter gant, cent-cinquante producteurs ! Ha d'ar poent-ze ar houarnamant a rea evel m'eo ar hiz bremañ, hennez a sikoure ar peizanted ha n'o doa ket hangar ebed, ha n'o doa nen tra ebed. Setu om bet chikouret d'ober eun hangar, eun atelier evid kondisioni al legumach, abalamour chalotez e ream, karotez e ream i'e. Mez ama z'eus ket des andives, des andives n'eus ket great, mes des scorsonères hon eus ket great. Ognon hadet e leh beza plantet, an dra-he a houlenne nebeutoh a dud.

An douar kostez du-ma ne oa ket ken druz, ken pinvidik hag e oa kostez Kastell ? Ne oa ket re ziêz d'en em denna ama gand al legumach ?

Ni on-oa marhadourez, ni oa yahoh eged Kastell, an artichaod a reas ama a yoa brafoh, abalamour an douar n'edo ket skuiz. Paotred al legumach a lakea kalz ludu, ober a reant legumach founnuz, med n'edo ket mad evid...(son an orolaj), dija e vezem evel des écologistes, araog an eur...

Piou n'eus pouezet evid lakad muioh a ludu ?

A fors da vond... an dud dah a ama az ea da Gastell, da Gleder ha da Bloueskad... an dud da eva eur banne asamblez... da echañji koa. Setu tud dah a vro al legumach a lavare d'an dud ama penaoz ober. Evid al legumach e veze interesant pa veze bet erh pe skourn, en hend all e vez re a varhadourez. Evid an dra-he hon-oa greet legumach, N'eus ket bet chañs, daou vloavez a zo bet skourn... bep tro ma veze skourn e hounezem arhant. Poan on doa o labourat med neuhe e teue an arhant abalamour al legumach a zo ama ne vezom ket paiet gand ar skourn (?) er broiou pelloh e vez skournet. E bloavez an artichoad e yoa skournet barz an douar, hag er bloavez da houde eo bet eun arhant spontuz. Abalamour ni pa wele toud an tiez nevez a yoa e barz e bro al legumach e lavarem atao (?) ...gounez arhant evid paia tiez evel ma reent. Abalamour, o, Kastell Paol zo bet saveteat gand al legumach ! Setu ni on doa c'hoant ober heñvel kwa... med n'edom ket desket. "Ober legumach, arabod kaoud an treid barz ar memez botez" a veze lavaret i'e.

Etrezek an Europ e veze sellet ive pa ouezer e oa bet ganet ar PAC e 1951 ? Petra soñjeh c'hwi diwar benn ar PAC d'ar poen-ze ? Bez e oa un dra bennak d'ober asamblez ?

Er penn kenta e oa lavaret deom, abalamour ne oa ket des quotas en o flas e oa bet soñjet e vije a eneb deom, ar hontrol zo bet c'hoarvezet eo les quotas o deus saveteat ar re a rea al leas abalamour e veze ranket da beb hini... da genta chikouret war al litrad leas e veze une prime. Hag ar primou az ea da heul les quotas, unan bennag hag e noa autorisation d'ober kant mil litrad leas a houneze muioh gand ar prim a zigase an Europ. Setu hon deus bet komprenet a benn ar fin edo eun dra vad beza laked da quotas... ha brema peogwir e vo echu benn daou vloaz ama e vezo cheñchet ar muzik, hag e welan an dud o koumañs lavaret dija (?) des quotas, mod-se ne vo beuzet den ebed.

E darempred edoh gand tud ar JAC ?

A ya, ni oa barz peb strollad. Ni zo bet eet barz ar skol abalamour oam ket eet d'ober skol ar beizanted, abalamour ama e oa kalz tud hag a yea d'an Nivod, skol vraz koa... med an dra-he yeoa ker, hag an dud yeoa paour. Ni oa 'barz ar famil c'hweh breur, n'eus ket med unan hag a zo eet d'ar skolaj hag hennez zo deut da veleg da houde. Abalamour ar re a dea d'ar skolaj a ranke lavaret... "mad, p'am bezo echu ma studi e deuin da vea beleg koa". Le Leon terre des prêtres... An Office Central a rankom tenna hon tok d' hom penn e giz ma vez lavaret, chapeau evid lakad an dud da vouj', abalamour ma z'eus bet diwanet peizanted da houde ama e Leon eo abalamour ma z'int bet poulzet gand an Office Central da ober... da vond d'ar skol en dro. N'ouzon ket ma peus klevet ano deuz Pierre Abéguilé*, unan hag a zo deut da skolaer e leh bea o chom war ar meas, hag eun nebeud bloavechou goude beza skolaer eo deut en dro barz e antant. Jean Miossec deuz Saint Koulitz a yoa docteur en droits.

Peseurt a veze desket d'ar re yaouank en Nivod ?

L'économie kwa, investir, ober lojamanchou nevez evid ar chatal. Eun dra vad eo bet, med brema an dra he zo chanchet. D'ar poen ze oa ket d'ordinateurs ebet e nebeleh ebed, brema e barz peb tiegez ez eus un ordinateur, ha des robots...

Gand ar sindikad e veze poulzet ar peizanted da berhenni o douarou ?

Kas ahanom da welet e leh all ar pez a veze greet. Me zo eet peder gwech e barz e Holland o welet penaoz e veze greet ar bleuniou, penaoz e veze gwerzet al legumach. Ni neus bet harlu da welet ar SICA da vond en dro, ni oa evid... abalamour e ouiem e vehem gwelloh divennet pa vehem asambles. An dud a wechou ad ea d'ar foar da werza anevaled... hag e houlennem "pegement peus bet ?" hag e lavarent fors peseurt priz. Gand ar SICA pa veze gwerzet legumach e ouient pa werzent legumach pegement e douchent. Er penn kenta ar peizanted o doa aon ne vijen ket paiet abalamour ma z'eus bet disoiou e leh da gaoud arhant fresk e veze des chèques, peseurt dalveze ar paper ze ? Ha des chèques ne hellent ket regi anezo abalamour an dud n'int ket parfed. Pa deent d'ar marhad ga legumach pa vehent paiet content, e veze atao eur gwenneg bennag lakead a gostez evid mond da eva eur banne !

22'40/43'

200px-Arzel_3--1--copie-1.jpg

* Syndicat d'intérêt collectif agricole, krouet gand Alexis Gourvennec e Montroulez

* Pierre Abéguilé (1922-2011) : peizant euz ar Merzer, unan euz stourmerien penna ha penneka e Breiz, stummet er JAC en doa lakead pegen pouezuz e oa difenn ar beizanted, braz pe bihan, pe vent bet perhenned euz o douarou pe merourien.

Publicité

Publié dans labour douar

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article
E

Houssine : "senateur on bet e pad triweh bloaz" a lavar paotr gwital, edo ar wirionez ganez

Evid a zell ouz an tosta a vez gellet chom euz ar gaoz ez a mad an traou gand Jolback, gwelloh egedon sur. A benn prestik pe prestikig e klaskin adaoza va treuzskrivaduriou a-ziwar ar pez a voued
deom ama, bennoz da Jolback !

Répondre
H

Trugaré deoh ho taou, eur blijadur em oa lenn eur brezonec scrivet mad a walah hep an digraf "zh". Theod bro Leon a so dedenus calz tre evel ar re all. Spy am eus gwelloud mui ha mui articlou
evel se. Keuz em eus ne vije ket laket eul liamm ewid selaou an intersaden ma. D'am sonj ar gour intersadet a oa senatour ivé ? Mad e vefe da ober eun intersaden donoh diwar é vuhé senatour hac e
amzer da scouer : brezel bro Algeria, drivroia ar vretoned da Bariz hac e lehiou all ewid gounid o vuhé, ar hemmadou a so c'hoarvezet e Breiz e bloaveziou 1950 bete breman
,penaos a oa gwelet an tractourou ha penaos a oa bet al Leoniz gand  an oll cemmaduriou se...

Spi em eus e vo crouet eur voest gload gand Cuzul Breiz ewid scoaezella ar re o deus c'hoant mont war hent micheriou ar mediaou dre ar wiadenn hac e vo crouet sitou uhel evel ar re a
hellom caout e gallec evel "Le Telegramme", "Ouest-France"...

Me a sonj a hell ar vrezonegerion sevel sitou uhel ha caer e brezonec diwar dachenn ar héleier. Pegen oun chalet pa wellan oll mediaou Breiz ac ar Bed a gomz diwar ar gwalldarvoud a so
c'hoarvezet e Naoned hac ar pemp corf cavet en eun tiez ha n'eus articl ebet e brezonec. Aoun em eus e vo collet ar brezonec ma ne hellom ket conz diwar ar bed hirio an deiz evel a ra an oll
mediaou ar Bed. Da scouer piou n'en deus ket clevet diwar ar brezel a so an deveziou se e cear "Misrata" ? Gallout a rem lenn meur articl diwar brezel Lybia ha netra e brezounec. Gouzoud a ran
ewid ober eur sit céléier mad e zleer caoud gload ha se ne vo ket graet hep scoazella Huzul Breiz , evel em eus scrivet abretoh pe red eo clask ma ne vije ket menoziou all da scouer Goulard
maer hen Gwenec a so pui ha mui gand ar brezounec.

Red eo pouellad pegen eo pouesus poues ar mediaou hon buhé ha ne hellom ket aztenna an dud lenn céleier e brezonec hep ober strivopu.

Evel em eus scrivet da brezounec Frank a so caer coulscoude me a so a du ewid adlacaat al lizer "c" ebars lizeriou all evel an oll broiuo Céltiec o deus graet. Ar Hembriz, evel an Iwerzonis pe ar
Scois a scriv o zeod gand al lizer "c".

Trugare deoh ho taou eur wech all ha centa tro.

Houssine .

Répondre