inter viou Miossec evit YA!

Publié le par envazao

Miossec-Finisteriens-cover.jpg

Christophe Miossec, un den digamembre* e penn ar bed

 

Ur misi* e vo d’e vamm p’en em gavo gant ar skrid-mañ. Dare mat eo Miossec da lakaat kaoz war e gavell, ganet m’eo en e "du-mañ" d’ar Penfell. Emañ o chom en douaroù, tro-kein d’ar mor er goudor, e Lokmaria Plouzane. Emañ en e vutun a-raok foetañ al leur e miz Here 2010. Kas e seizhvet albom e penn an erv a zo kaoz. Dispak bras a vo goude Gouel Mikeal, kredit anezhañ.

 

Peseurt talvoudegezh en deus ar brezhoneg en ho puhez ?

Kalz a vrezhoneg a vez diouzh tu va mamm. En Eil Brezel e voe lazhet va zad-kozh, Kerleger e anv. Aet e oa va mamm-gozh da chom er Folgoad. Matezh ar vro e oa an intanvez, hi mamm tri bugel, o kempenn tiez hañv-c’hoañv. Aet e oa va mamm da sekretourez er marin a vrezel. Dirak ar frailh e voe-hi en em gavet, ret mat mont e galleg, krak ha trumm. Mod-se e oa kont gant micherourien Brest, ken e oant krog da zispakañ galleg dipadoup, war un ton dillo. Bec’h a oa war ar paour-kaezh peizanted pa deuent d’ar gêr vras, se. Gwerzhet e vezent e galleg diardoù dibunet d’an daoulamm. Bloaz hepken em boa desket brezhoneg e skolaj Kerbonn, d’an oad ma kroger da gompren traoù zo, en o zouesk ar fae a veze graet ouzh ar brezhoneg. N’on ket na mailh na tik gant yezhoù. Nag a boan pa glaskan distripañ saozneg ! Stourm Plogoñv en doa iset ac’hanon war hentoù ar vro ivez. Un dra bennak a rankan lavaret diwar benn Paris-Match : n’ouzon ket peseurt mod o deus gellet skrivañ e oa difennet ouzhin kaozeal brezhoneg er skol. An dra-se n’eo ket gwir.

 

Graet ho peus hoc'h annez e Lokmaria-Plouzane, echu gant Brest ?

E Lokmaria e vez gellet din bevañ war ar maez gant va gwreg ha va mab. Kayakiñ a reomp, p’hon devez tro. Alies ez an da c’haloupat memestra. Troiennet e vo a-benn miz ac’hann.

Abaoe an oad a driwec’h vloaz e oan bet kustumet da c’haloupat, pell eus Brest alies. E-pad bloavezhioù e oant bet o chom e Madagaskar. E Pariz e c’hellfen ober kont eus unnek annez disheñvel dindan va anv pa oan war a bep seurt micherioù, ar c’hazetenniñ en o zouez. Pa soñjan en traoù dister am boa skrivet evit TF1 gant ur skipailh divorfil. Lakaat sterioù kuzh e oamp krog d’ober. Ne vije gouezet gant den ebet. Pell eo padet ar bomm « Video-gag, le rendez-vous détente avec Bernard Montiel et Alexandre Debanne ». Gwell 'm boa kavet en em sachañ kuit eus ar c’helaouiñ e Pariz. Skuizh e oan e-touez tud a rae an nebeutañ posupl evit rastellaat ar muiañ a arc’hant.

 

Identelezh Brest ne seblant ket gwallbouezus deoc’h. Ur Zef touet n’eus ket eus Christophe Miossec 'toare ?

N’am bez ket darempredoù founnus gant Brestiz en deiz a-vremañ, re wir eo. Ez-yaouank e oamp tostik an eil d’ar re all. Tro-dro d’ar c’hontoar e veze strob ha distrob. Forzhik e veze laviget gant Zefig. Alies e veze barradoù kizidik, ken ma veze troc’holiet bag ar yaouankiz, riñset pe dost. Lod Brestiz a zo chomet divouj-mik evit-se, soudet o fennoù a-dreñv kazimant. Matmatah, Tiersen, me ha va c’henseurted hon doa lakaet an dud da skeiñ o selloù etrezek Brest. Mat eo e vefe padet ken pell. Un dro-gan a vo d’an 9 a viz Here en tu-mañ d’ar Penfell. Dont a raio Yannigoù da ganañ pep a goublad kanaouennoù bro. E-se e vo brav an ton gant Manu Lann-Huel, Jacky Bouillol ha merc’h Albert Kerbonn ivez, an hini en doa savet gwerz Jean Quemeneur. Lakaat a rin va mouezh d’en em silañ e laz-kanañ ar Yannigoù.

 

Petra a chomo eus leurenniad Brest e oac’h lañset mat en enni e deroù ar bloavezhioù pevar-ugent ?

Gant Printemps Noir e oan ouzh ar gitar. Daou soner zo aet d'an Anaon en tu all d’an talaroù. Pa voe filmet troioù-kaer ar vro-mañ e 1983 gant Les Enfants Du Rock e voe lakaet strolladoù rock Brest en un toull berv. Hardizh e oa maread oc’h en em gaout er vro, pep hini o freuziñ  an dachenn en e vodig-vod. Forzhik tud disheñvel a deue a-strob kaer, punked ha babakouled mesk-ha-mesk ouzh al leurenn er c’hoñsertoù, el laboù-karr er pleustradegoù. Dreist d’an doareoù seniñ e oa freuzet ar boogie, holl a-unan evit lakaat fiñval. Pa oan kazetenner evit Ouest-France em boa graet va seizh gwellañ evit lakaat sevel ur sal nevez e Brest. Forzhik kaozioù am boa degaset er pajennoù diwezhañ. Me 'gred ez on bet ar gwellañ pourvezier pennadoù rock bet biskoazh e Brest ! Emsaver ar rock e oan-me. Da c’houde, e 1994, e voe va zro din-me da zibunañ war al leur gant Guillaume Jouan ha Bruno Le Roux.

 

Brav eo d'ar sonerien a-vremañ tro-dro da Vrest ? Peseurt mod e welit ar Garenn, lakaomp ?

Kammedoù war-raok zo bet graet evit ma vije aesoc’h d’ar sonerien a-vremañ. Druz eo ar peuriñ ganto. Pegen yen e oa en hol lochenn e Plougonvelen, pevar derez a-wechoù er goañv. Ker e oa ar binviji. Evit ober e dreuz e ranker poaniañ asidu. Pet a vuzisianed a oa en em gavet war ur bern plouz dindan ar seizh avel a-raok dont a-benn ? Re a leñverien a zo e-touesk ar sonerien yaouank 'm eus aon. Ur vicher an hini eo. Gouzañv ha paeañ e skodenn a ranker. Didier Squiban en doa foetet diloj e-pad bloaz p’en doa roet e zilez diouzh e vicher a gelenner war ar sonerezh, ha pa vije bet an agreg gantañ avat.

 

Ur cheñchamant bennak ho peus gwelet e Brest war dachenn ar bistro ivez ?

Re uhel eo ar prizioù evit ma vije mareadoù en enno. Bec’h a vez war an dud dilabour pa deu anv da vont da bakañ ’banne. Mod all e vez paket lod gant ar boeson a-vandennadoù. Mont da gas ur banne pe zaou d’an traoñ evit distanañ n’eus ket anv da ober kazimant. Paotred ha merc’hed a'n em gav par-ouzh-par dirak ar vezventi. Emañ ar vezh o c’hounit tachenn dre ma vez lonket pep hini en e gorn pe a strobadoù, evit lod e talvez da hailhounaj. Amañ e Treganan e plij din diskenn ur glabous gant tud ar vro. D’ar Vauban ez an ivez. Kamalad bras on gant Charles Muzzy ar rener. Sot a-walac’h n’on ket ken evit mont di d’ar Sadorn noz. Bec’h warnon gant an dud friet o reiñ pour d’ar c’hilhog war e vern teil. A-wechoù e pakan trichin ivez.

 

N’oc’h ket kustumet da vont pell eus an aod evit doare ?

A-viskoazh on bet e mod-se. E penn-kentañ va zamm buhez emañ an aodoù. Tro ar voul e oan bet o chom amañ hag ahont er bloavezhioù pevar-ugent, war an enezennoù peurliesañ. N’eus ket evel Madagaskar, aodoù kuit a vetoñs, keriadennoù distro a ranker bageal betek enno abalamour d’un hent-karr truezok a rofe lamm da baotred o 4X4. Termajied ar mor a zo eus kalz a Valgached, pa n’o deus netra nemet al lien en o gouelioù evit kaout avel-disavel, disheol ha disglav, bras ar mousc’hoarzh ganto war gorn o muzelloù bepred evit-se.

 

Savet e oa bet  “Finistériens” ganeoc’h ha Yann Tiersen warlene. Traoù all a zo war ar stern ganeoc’h hag arzourien ar vro ?

Abaoe pell edo en va soñjoù labourat gant Yann, nemet an amzer a vanke. Sot e oan gant an traoù en doa savet a-raok Amélie Poullain. Un deiz bennak douetus a deuje p’en em gavfemp asambles er studio. Mod-se e soñje din da vihanañ. Daou genvroad, danvez komperien en enno. Gant Didier Squiban just-a-walac’h on bet krog da zibunañ ur roll labour evit an amzerioù o tont. Diaes eo en em gavout gantañ, pa vez e Bro-Japan alies koulz lavaret. Abaoe dek vloaz ez a ingal du-hont. Un deiz bennak zoken e oa en em gavet war ur chadenn doare TF1 Bro-Japan. Na bras an ton : gantañ e oa kartenn ar vro evit diskouez d’an arvesterien pelec’h e oa Plougerne…

 

Peseurt hent a vije ar gwellañ evit Breizh en amzer da zont ?

Mat eo deut gant Skosiz p’o deus gouezet mont trankilik ha dizalc’h. Bro-Alamagn n’eo ket fall ken nebeud gant al “Länder“. Poseve e vezo boulc’het un erv nevez gant an Europ, hep ma vije trenk ar soubenn na taer ar jeu. Sokialourien Breizh a zo sot gant Pariz. Evit a sell ouzh Bollore hag ar seurt, ma... no comment ! Pa welan kement a dud o wiskañ tisheurtoù 'giz Breizh ! C’hoarzh a vez da gaout ivez diwar-goust ar re a c’hoari kozh bleizi-mor Breizh gant o forpantoù martolod hag o mantilli c’hlav melen tout. Traoù all zo gant Gildas Morvan, paotr Landeda war ar morioù diroll. N’eo ket ober neuz e ra. Da va soñj e ranker lakaat en e benn mont ar pellañ ar gwellañ gant kement tra a groger e-barzh, anez d’ar santimant-se eo gwelloc’h d’an nen chom e penn an erv.

 

Kig ha farz a zebrit ?

Hag e ran, e ti va zud, aozet gant va mamm, diouzh keusteurenn he mamm. Un dudi !

 

Da beseurt goulenn ho pije c’hoant da respont "Ya !" ?

Brestad out ?

Kaozioù dastumet ha lakaet e brezhoneg gant Frank Bodenes

 

* Digamembre (Leon) : aes da zaremprediñ

* misi : souezhadenn

 

D’an 19 a viz Here e vo Miossec e Gwened, er sal Echonova, d’an 20 a viz Here e vo en Erge-Vras er greizenn Athena. Deiziadoù all a vo e Bro-C’hall. Kit war www.christophemiossec.com.

 

bez e c'helloh lenn ar c'haozioù-mañ war YA! niverenn 277

 

ya.jpg

Publicité

Publié dans muzik

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article