bio, park digor
D’ar sul vintin pemp a viz Even e oa tro d’an dud mont da welet atanchoù bio ha da dañva ul lein dudius diwar gounidoù ar vro. War an hanter-kant tiegezh bio a oa war roll an dorioù digor er c’hwec’hkogn e oa ur gont a seizh evit departamant Penn Ar Bed e-unan. E Kerneveno e oa laouen bras Alphonse hag e vreur Jean-Luc p’o deus graet ton an daou zen d’ar saout-laezh ha d’ar moc’h, kement-se evit gwellañ dudi ar vizitourien.
N’emaint ket pell eus ar peulvan uhelañ a zo er bed, hini Kerloaz mar plij, gant e nav metrad hanter a uhelder. Chomet eo ar Ragenizien e skeud ar mein evit sevel chatal ha produiñ laezh a-ziwar trevachoù an terouar ma oant ganet ennañ : “hep ludu na louzou, bio ma keroc’h“, evel ma lavar Alphonse gant e vouezh flour ha distagellet kaer, diouzh mod ar c'honter a vro Leon a zo dioutañ. An trede bloavez eo d’ar vreudeur kemer perzh e mintinvezh al labour douar bio gant sikour ha madelezh o mignoned deus ar vro. Kerkent ha goulou deiz e oa en em gavet ur strollad a youl vat e porzh al leur. Ezhomm bras a oa diouto, da greisteiz sonet e oa graet kont eus tri c’hant leinerien, na biskoazh kement all evit ober ul lip e bav eus yaourt Rieg, edaj Leon, chug avaloù bro Fouenn, konfitur Plouzeniel hag evel just laezh Plouharzel tennet eus saout Kerneveno.
Ur gwir blijadur eo d’an daou vreur reiñ donemat d’o c’henvroiz koulz ha d'an neb piv bennak a fell dezhañ gouzout hirroc’h diwar-benn al labour douar bio. Pebezh dudi er c’hrevier pa deu anv da welet ar moc’h nevez ganet o tennañ ar binvi. Bez ez eus reoù all brasoc’h o turiañ er park. Hirio emaint o redek etrezek an dud. “Eus ar C’hanada eo ar re-mañ, Duroc a vez graet eus ar gouenn, rous o groc’henn evel ma weloc’h, sellit pegen doñv int“, boazet eo Alphonse da zisplegañ pep tra p’en doa resevet skolidi hentenn divyezhek skol Jacquard-Brest warlene da-geñver an treizherien soñjoù.
Ur bloavezhiad mat daoust d’ar sec’hor
Un tamm partoud e weler Alphonse en e zilhad labour, aze emañ, hag amañ, hag a-hont o redek hag o tiredek evit kas ha degas boued solut ha dour fresk. Sec’hed o deus paket ar re a zo deut d’e sikour evit hentchañ ar c’hirri-tan war an dachenn parkiñ. Dont a raio ur berad dour d'an traoñ ivez gant ar re a ra war dro ar pourmenadennoù er charabañ. Saludiñ ha bouetañ respontoù a bep seurt a zo gantañ ivez : « sellit ‘ta ar parkad heiz aze un tammig pelloc’h, pegen brav e vo ar medi ar bloaz-mañ, pevar-ugent kiñto dre an hektar ma z’a mat“. Setu ur misi e-skoaz an dek kiñto a oa da gaout warlene, gwalldreut ar peuri-hont. Daoust penaos e vez degaset kement-se a c’hounid daoust d’ar sec’hor ? a c’houlenn unan bennak. “Trempet e vez gant staot moc’h Kerneveno, skuilhet e vez dour-teil eus penn ar c’hraou, ha mat pell zo”, eme Alphonse. Mat, ne z’afe ket da leñvañ abalamour d’ar sec’hor, nag e vije goeñvet e vreur ken nebeud evit-se.
skipailh mignoned Kerneveno, madelezh ganto porzh pegement evit servijañ lein hag ober war dro an dorioù digor