Brest Mag' # 3 : diwarbenn ar brezoneg, mar plij'

Publié le par envazao

 

Amañ z'eus brezoneg e penn al leur gand Brest Mag' ar zizun-mañ, e galleg bepred. Lamm zo bet roet da Viss France ! Diou bajennad hebken gand ar vrestadez Laury Thilleman, peder gwech muioh evid yez on tadou koz hag he barradig yaouankiz. Traou brao er vro enta, war baper yantao. 

Yehed mad a zo gand ar brezoneg e Brest ? N'eo ket ken uhel-ze an ton gand Ofis ar Brezhoneg, bet roet o sifrou e penn kenta an eiz pajennad. Buroiou Karaez a laka eun digresk a zek mil brezoneger er vro-mañ etre 1999 ha 2008. Ar gwalldaol-ze ne vir ket Brest hag he bro da vaga e leiz a zinamik war dachenn or yez ken karet, evel ma skriv Davina Herault. Evid dond a benn da zevel eur reportaj ken stank eo eet ar gazetennerez da weled Fañch Broudig, Anne-Marie Kervern ha Manu Lann Huel. Tud ar vagouriou a zo ive, tud an tele hag ar radio, kelennerien brezoneg evid an dud deuet a glever konta euz o micher.

 

 

numerisation0003-copie-2.jpg

 

Skoliou, panellou

War gresk ez a ar skoliata. Heñvel ez a an traou evid a zell ouz ar hinnig : digoret z'eus bet eun hentenn e miz Gwengolo 2011 e skol vamm Kerhor, pelloh e vezo unan ouzpenn e fin an hañv 2012. E karter Kerargaouyat e vezo staliet ar skol diouyezek nevez, stag ouz ar hlasou unyez. Med n'eo ket toud  ober e walh euz deskarded hag eskibien. Eun tamm talvoudegez ouzpenn a zo er jeu : emañ ar yez o hounid peuri en ekonomiez, er staliou, bord an hentchou...  N'eo ket maro ar brezoneg. Keit ha ma vo spi hag esperañs ez eus peadra da gredi e vevo yez Roparz ha Per-Jakez, pa z'eer euz pajenn pemzek da bajenn c'hwezek da vihanna. E penn ar bed ha  larkoh beteg en Naoned michañs e vezo moien da lipad ar gesteurenn. Birvill a vo er podad, gand an druzoni a zo er ger wenn diouz a lenner. N'eo ket hanter lijer Brest Mag' gand he friko meuleudiuz. Diskanouigou a zo kontet diwar o fennou memestra, a zell ouz ar skolidi a zilez ar brezoneg dre ma z'eont war raog. Ano zo euz an diouer a vistri ive gand Fañch Broudig hag e studiadenn.

 

Dibenn, dilost ?

Founnuz ar gaoteriad enta... pe founnus-ik da vihanna pa blijfe da lod evel Anne-Marie Kervern  ez afe pelloh an traou. Gouez d'ar guzulierez n'eo ket awalah lakad ar yezou bihan da veza anavezet evel lod euz ar glad hag ar c'helenn. Kaoud eul levrig famill en diou yez a gontentfe an dilennadez. Ar stad n'eo ket a-du, se. Seurt hetou dispaket war baper lufruz a zegas da zoñj d'an nen euz eun abadenn veur e ti-kêr Brest. Echu ar skrivadeg e 2010, sal Richelieu, ano zo da briziata al loreidi, ha komzou brao fors pegemend gand ar pennou braz : "komzit brezoneg amañ, skrivit brezoneg aze, grit grit grit...". Strak strak strak, daouarnadou... ha galleg penndabenn da heul gand lodig kaer hag o glabouzad hini dous, ennañ blaz an "ober evel a laran, ober evel a ran ne laran ket". Ma, pa zoñjer mad, peb lapous zo lip da zibuna e zoniadou evel ma kar, en neiz hag en neñv. N'eus den a vir ouz ar re a zo evel hiviz ha roched gand ar yezou bihan da zeski distripa pe dibuna, n'eo ket chom d'o meuli evel ma vije ano da warezi dofined e mor an Hirwaz. Evid mad ar glad mit-hu ?

Du-hont gand Flepig, Randy pe Jañflok an dofined eo deuet brao etre Eusa ha Molenez, kement ha ken bihan hag e plij dezo skraba o hein ouz lostou ar bigi. Eur hamalad e-neus kontet din peseurt ardou a zo gand al lampouned du ha gwenn. Aliez e teuont re dost, ken tost ken e troont da zot gand an tourni hag ar bourbouill, ken e vezont dilostet peotramant dibennet zoken gand ar viñs-tro hag eur re a gamambre. Ahaleze ez eont diwar dro beteg an dro genta. Ruzia a ra mor glaz an Hirwaz. Daoust petra an tri mil foeltr war an ugent o deus al lellig a besked da welet gand ar brezoneg ? Tra, kredap.

Publicité

Publié dans mystères de l'ouest

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article