Brud Nevez 286 : Mammou Fall
Gand he maketenn nevez e teu liviou euz ar re vrava oll gand Brud Nevez, koulz a zell ouz ar skeudennou hag ar boued a zo e-barz. Na pa vije d'ar skritur a zisplijo da lodig bepred ez eo diêz kaoud digareziou evid mond hebiou da Vrud Nevez.
Mammou fall a heller lenn diwar o fennou an dro-mañ, pe diwar o heinou pa zeller ouz ar golo. Eur Sigmund Froud bennag a lavaras d'eur vamm a oa beh ganti war he chouk : "bezit dineh, kaer ho pezo ober, feson pe feson e reoh droug". Mammou disi ? Ma doue, ne vije ket diouto. Ar wirionez n'eo ken er "bed perfekt" a-vremañ. Gouez da Wenola Derrien o defe aon mammou fall-ze dirak peb tra evid o bugale, "en eur bed krisoh" a lavar-hi. Unan euz ar miliadou ha miliadou a vammou fall a zo diouti he-unan, petra ri. N'eo ket gwelloh eged Mari Leostig, Erell Beloni, Muriel Ar Morvan, Freddie Le Nedelleg, nag an oll re hag o deus duet paper evid mond d'ober an niverenn gaer-ze. Lakom n'eo ket gwasoh eged an 'hi goz pe gozik du-mañ pa ne felle ket dezi mond beteg penn d'ar skrid a oa bet goulennet ganti... A zell ouz tadou fall n'on ket avañsetoh. Feiz, n'eo ket touet e vije kemend-se a dadou fall a vije dare da gas skridou da Vrud Nevez evid ober kont euz o gwalldroiou tro dro d'ar vugale en oaled (pe ar pella posub' deuz Yannig ha Katellig evid lod).
Mod all e BN 286 e helloh lenn eun dek pajennad bennag diwar-benn Nolwenn Korbell, ar ganerez wella a zo o veva e Breiz, o veza m'ema eben o chom e Paris. "Ma buhez din-me a zo kana en va yez", eme ar stourmerez, evel ma ra outi he-unan. "Rediet e vezit da rei ho mouez da gleved", a bouez Nolwenn a Zouarnenez. "Je suis une militante de la vie", emezi pelloh e galleg flour, krochedigou a beb tu. Marteze eo diez kas ar seurt steriou da skuilla e brezoneg. En he buhez e vije prest da stourm ouz an Nolwenn all, Nolwenn fall mitio ? "Traou randonel memes tra" a vije gant Nolwenn Le Roy, gouez da Nolwenn Korbell da vihannañ. Petra ri pa plij' d'an dud, kriz eo ar marhad. Mad eo kaoud kaoziou digor yantao gant plah he blev melenn, tan joa bepred da zispaka gant paotrez he goulou bemdez, forzik kan, gitar ha c'hoari ganti.
O teski Sinaeg ema Maïwenn Morvan e skol veur ar sevenadur Sinaeg e Taïwan, eur hoari an hini eo ober he zreuz pa bak geriou nevez war ar pemdez, kement-se a dresadennouigou hag a doniou nevez, evel eur bugel o teski lenn ema, a lavar-hi.
"Berlin Vichy Bretagne war an tele" a zo gand Fañch Broudic war e bajennad kelaoui. D'e veno ez eus bet tennet eur gwalc'h a voued gand ar realizatour Hubert Beasse deuz euriou Georges Cadiou "L'hermine et la croix gammée" evid sevel e film, ar gomañsamant anezañ da vihanna. Dipit a vag Fanch Broudic pa ne z'eus ket bet greet ano ebed deuz ar re kar-o-yez na felle ket dezo mond a-du gand an almanted. Lakaat a ra da lenn diwar-benn an disparti a zo bet greet gand Hubert Beasse etre an toullad mad a vretoned hag o doa kenlabouret gand ar voched deuz eun tu, hag an nebeudig (pevar-ugent penn d'ar muia) hag o doa brezelet dorn-ha-dorn ganto. Ar PNB gand ar vreudeur Delaporte zoken, Roparz Hemon ha skrivagnerien all o doa kenlabouret ivez, emezañ.
Brud Nevez 286, 7 euro an tamm