Emañ Ti Ar Vro Landerne-Daoulaz ar bazhvalan gantañ

Publié le par envazao

 batiment-de-l-office-central-landerneau.jpg

 

E 1911 e voe krouet Ofis Santral Landerne. Gant ar bloaz nevez e vo lidet kant vloaz e grouidigezh. An holl a fell dezho dastumañ ha sevel dañvez diwar e benn a vezo henchet en ur staj gant ar gevredigezh Blaz Bazhvalan. Perzh ha skoazell a deuio deus Ti Ar Vro, Kann Al Loar, RCF-Radio an aodoù ha Klaskerien ha Treizherien Soñjoù.

 

Kooperativoù, bankoù, asurañsoù a genskoazell, gant Ofis Santral Landerne e oa toullet un ero puilh er c’hantved tremenet evit gwellaat al labour-douar hag ar vuhez er vro. Digeriñ prenecher war ar bed  a oa ivez gant Kristian Ar Braz en e soñj pa oa krouet Blaz Produktions daouzek vloaz zo. “Ker koulz pakañ skiant-prennet war ar micherioù e-ser deskiñ brezhoneg“, avoulc’h war raog an den e penn ar gevredigezh Blaz Bazhvalan en deiz a-hirio. O kregiñ gant ar staj-mañ e vo eostet danvez e brezhoneg evit lakaat sevel asambles un dastumadeg testennoù ha dielloù. Filmoù, pennadoù kazetenniñ, enrolladennoù ha poltriji, peadra a vo da dennañ gounid eus an daremprejoù gant tud ar vro. Mont a raio a-wel d’an holl war an internet koulz ha war glev gant RCF Radio an aodoù. En em gavout a raio ar stajidi e Landerne ur sadornvez bep miz evit un endervezhiad labour eus Genver da Mezheven goude kreisteiz, o vezañ ma vo eskemmoù enlinenn etre peb prantad, da stagañ gant an 22 Genver.

 

Deskiñ dastumañ, sevel, frammañ, skignañ

“Kaout roudoù war lerc’h, ha frankiz d’an neb a garo da vont warno“, evit dont a-benn eus ar wenojenn druz-se e pouez Kristian war an talvoudus ma vo d’an holl kaout stummadur war al labour dastumañ. Komz gant an dud ha selaou anezho, bezañ mestr tamm-ha-tamm gant mikro ha kamera, war gement a dachennoù e vo taolioù skoaz prizius. En tu all d’al labour filmañ hag enrollañ e vo boued spered ha barregezhioù war zispak ivez evit harpañ ar sevel, ar frammañ hag ar skignañ oberoù.

 

Lañs e yezh ar vro

Lakaat kresk ha gounid a-sell an teknikoù gant skoazell Blaz Bazhvalan, pelloc’h aze e laka Ti Ar Vro Landerne-Daoulaz broudañ war istor ar vro hag ar yezh, anat m’eo e veze graet ganti eus penn kentañ an Ofis betek war dreuzoù an industrielezh labour-douar er bloavezhioù dek ha tri ugent. A-ziwar istor ar vro e teuio danvez fresk da binvidikaat an dafar pedagogel ha kement dielloù a-denn d’ar glad. Setu un tamm brav a-lañs evit mont war hent al labour a-stroll e yezh ar vro. N’eus barregezh ispisial a zo ret evit ar stajidi, nemet gouzout disklipañ brezhoneg ha c’hoari gant ur c’hompoder.

 

D’ar Sadorn eizh a viz Genver da 2 eur e vo un emvod kelaoui e ti Kann Al Loar, 14 straed ar Chaloni Kerbrat e Landerne, 02 98 30 30 45


Evit gouzout hiroc’h : tiarvrolandernedaoulaz@gmail.com,

 krisbraz@free.fr, 02 98 21 30 59

                         

 

Publicité

Publié dans labour douar

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article