Estran : etre an tre hag al lano
Gael Naizet a gas an dorzh d'ar gêr e "comptes pour enfants"
Emañ ar genstrivadeg Estran gant he dek vloaz dindan youl Côte Ouest. Gant-se e oa pevar film o tont a-wel d’an dud disadorn goude lein e sal vras ar C'houarz. Klask a zo war nevezenti, nemet mall a zo kas e damm senario.
E comptes pour enfants e teu a-benn Gael Naizet da deuler selloù pizh ha kempenn en ur familh a Roazhon, kontoù gwerz butun ar grennarded hag all. Setu ur gontadenn kaset betek penn gant daoulagadoù par da reoù ur surjian. Er mod-se gant Estran o doa boulc'het ivez Louise Thermes, Marie Roches pe Nicolas Le Borgne gant o labour a sevenerien filmoù. Heuliet e oant bet deus penn an hent gant tud a-vicher : skridaozerien, leurennerien, pennoberourien ha kement a dud varrek evit o harpañ a bep tu d’ar plato. Evel m'eo kont e Brest ar bloaz-mañ o devez tro maouted Estran da ginnig o filmoù e salioù an Europ, ha larkoc’h. "En Amerika Ar Su e vez graet meuleudi da Vikael Ragot hag e film Clôture gant Bob Simon ha Jozephine Guenneugues eus a Lanrivoare", a embann Gilbert Le Traon en anv Côte Ouest. Lakaat a ra pegen pouezus eo broudañ war identelezh an dud, komzoù, trouz an arvor hag an argoad, e-se evit mont dre ar bed. « Gra ma vije filmoù all e brezhoneg gant Estran, beajiñ mat e reont », eme an den a zo e penn Gwarez Filmoù Breizh.
Raksridoù da vezañ kaset a-benn an 18 a viz Kerzu
A-drugarez d’an heñchañ ez eus bet roet plas gant Côte Ouest d’un ugent film bennak en ur ober dek vloaz. Ur yalc'had solut a vez roet gant ar rannvro evit pep film, dezho ur geidenn a c’hwezek munutenn. Peadra da gas ar c'han war un ton uhel, kement a amzer goude an diskan bras en trizekvet festival pa oa bet mantret meur a zen o welet ne oa film ebet eus a Vreizh. Pa ziskonter ar seizh film warnugent diazezet e Breizh ar bloaz-mañ n’eus hini ebet ma klever brezhoneg ennañ, na gallaoueg kennebeut. Ur vuhez hir d’ar filmoù berr e Breizh ya ’vat, ha bec'h d’ar skridaozañ evit freuziñ un erv puilh, teir yezh Breizh en o zouez da vihanañ ! Miz a chom evit kas rakskridoù da gCôte Ouest. Dindan 35 bloaz e ranker bezañ evit kemer perzh.
Association Côte Ouest, 1 stread Boussingault, BP 31247, 29212 Brest cedex 1,