Alphonse Arzel, labourer douar (kenta lodenn)

Publié le par envazao

D’ar Merher 26 a viz Genver 2010 e oan eet da droha kaoz gand Alfoñs Arzel en e di e Gwitalmeze. Digarez a oa da blanta kaoz diwar-benn Office Central Landerne hag a vez lidet kant vloaz e ganedigez e Landerne ar bloaz-mañ. Labourer zouar eo bet Alphonse Arzel deus e vicher, douarou legumach gantañ. Pelloh en deus kaset an alar war dachennou a beb seurt.
Milanavezet eo Alphonse evid beza kaset ar stourm beteg Chicago diwar e garg a aotrou mêr Gwitalmeze. Eet e oa ar maout gantañ hag an arvoriz e penn an ero pa oa ano da gaoud digoll goude gwalldro an Amoko Cadiz e 1978. Daou vloaz ha daou ugent e oa bet e penn e gomun. Senateur eo bet ivez e-pad pell hag en deus greet maread diwar ano kevredigez ar vaered e Penn Ar Bed. Stourmet e-neus forzik evid ma vije miret ha difennet an arvor hag an aochou.
Pa oan eet d’e welet e oan e sell tenna boued euz e vicher a beizant hag an doare ma wel anezañ bremañ p’ema e retred. Añrejistret am eus eur filmig hag a glaskin lakad da vond war wel d’an dud deiz pe zeiz war eur sit internet bennak, michañs e c'hello an dud, deskidi hag all, tenna o mad deuz ar yéz dudiuz a deu gantañ. Setu amañ lod euz an interviou bet greet gantañ, va gwella saludou a roan da Jolback pa oa kontent da jikour ahanon evid divanka traou zo :
Bet e oah bet ezel euz Office Central Landerne en ho micher a labourer zouar ?
An Office Central zo bet lakead en e blas gand tud hag o ha 'noa harlu da lakaad ar vro da vond war ar raog, lakad an dud d’en em entent ha d’en em voda evid bea kreñfoh. Hirio eo istor ar moh a ra poan pegwir e chom da werza, hag ez euz kalz diêzamantou gand an alamanted, ar spagnoled hag e-se. Hag e penn an Office Central amañ e yoa tud gouichek. Me a lavar ar re-he a yeoa tud gouichek abalamour e ouient e rankent bouj’, e rankent en em voda hag en em  jikour. Aze z’eus bet des Belbeoch, des De Guebriant, tud hag a yoa desket. Ar pez am eus bet desket ar muia n’eo ket abalamour da va labour zouar eo 'meus bet sikouret ar muia. Chikouret z'on bet d’ober deveriou, da lavaret eo des cours par correspondance. An hini a oa o ren aneho yeoa e ano François Jacq.
Ne z’eus ket bet greet kalz a studiou diwar benn an Office Central betek bremañ...

Z’eus ket anaoudegez euz-se. En Office Central e oan er buro, hag ar prezidant a oa Belbeoch,  Hyacinthe Belbeoch. Hag abalamour d’an dra-he on bet galvet diwezatoh da vond barz kambr al labour  zouar, la chambre d’agriculture kwa. Abalamour edon anavezet gand ar re a oa e penn an Office Central. An  Office Central hag a yeoa un dra disheñvel evid ar beizanted ma vedom abalamour e kemenne toud ar pez  'noa eomm evid lakad an tiegeziou da vond war ar raok, hag e euom da brena d'an Office Central.  Med veze ket lavaret james Office Central, med ar Sindikad.

En Ofis Central evit toare e veze greet kalz evid ar hig hag al lêz, daoust hag-eñ e veze greet a walah evid al legumacherien ive ?

Ar viou ive a yoa. Nann, abalamour d'an dra-he me meus tec’het diwar an Office Central abalamour ne felle ket deho ober  legumach. Me zo eet etrezek Kastell Paol, e bro al legumach. Hag e 'moa gweled e oa koperatifou  bihan, gad ugent aderant, tregont  aderant, med an dra-he zo mad evidom-ni i'e evid kas war ar raog. Abalamour ni 'noa  c’hoant ober legumach  abalamour hon 'noa atanchou bihan, tiegeziou bihan. Setu, er bloaveziou kenta  meus gounezet arhant  med al legumach a zo diêz d’ober.

Nevezentiou oa bet digaset, d’ar poen-se e oa kroget gand ar brikoli, kaol fleur... ?

Gand ar haol fleur hon 'noa komañset ober artichaod, tost d’ar bloaz tri-ugent. E Ploueskad, E Kleder,  E Kastell Paol ni yê da gerhat kaol, had, had kaol, artichaod. Per Chapalain, hennez zo eun den a  vemor, hennez 'neuz lavaret din : med perak ne deuez ket da Bloueskad ? Ahont z’eus eur  hoperativ a zo e ano Unvaniez Ploueskad ha ne houlenne nemed  kaout tud da zigas legumach. Setu,  peseurt hon doa greet ? En em entent etrezom amañ emañ peizanted barz e Gwitalmeze hag e reem  legumach ha gas anezo toud da Bloueskad. Er penn kenta edom gand marhad Kastell med edo ket  eez dond bemdez kar euiou a yoa ha ni a oa pell. Me meus bet great betek diou veaj er memez dervez ga patatez nevez.  Hag e vê kaset teir zonenn bemdez da zigas da Gastell Paol, deuh a va siegez kwa. Setu rankemp ober an hent ha kaout tud da denna anezo. Ho, poan hon eus bet er penn kenta, me gounize ma arhant. Setu e dont kontent deboe hounezen arhant.

E peseurt yéz e veze kaset ar reunionou er hoperativ ?

E brezoneg evid ar reunionou a veze greet e Ploueskad, evid al legumach. Med pa vehe evid al lêz pe ar  hig moh pe ze edo e galleg.

Peur oa ganet Coopagri ?

Coopagri zo ganet goude ze. Abalamour ar fason ma oan-me eet kuit deuh ar hoperativ 'neoa lakeat da vea e penn Belbeoch, De  Guebriant ha tud all da lavaret : n'om ket mad, perak on deus laosket da vond kuit, perak n’on deus ket digemeret aneho amañ gad o legumach ? Setu, evid bea bet pennok e-giz ma om bet, ar hoperativ, an Office Central a reas neuhe "un  rayon légumes“ kwa, “une antenne légumes”. Setu m’on doa welet digeri koperatifou bihan e barz e  Plouneour Trêz, e barz e Kerlouan. An Office Central en doa lavaret « med ni zo vond da gaoud toud,  au nom des adhérents o neuz lavaret i'e » . Ni hon doa lavaret : "ma ne rispontont ket d’ar goulennou a zo bet diganeom", setu… benn ar fin ha neuze e vedo i'e Alexis Gourvennec hag ar SICA, toud an dra-he eyoa  memez poent, ha ni yoa 'vid ar sica, a-du gand Alexis, Pierre Chapalain, Jean-Pierre Roux.

Piou oa a-dal d’ar SICA ?

Ar re a yeoa a-eneb ar SICA yeoa badezet “les jaunes”. Ni vedom ket des jaunes !

C’hwi oa ar re ruz ?

Noñ,  kentoh edom muioh ar re wenn.

Gand ar veleien kea ?

Ya, skoazellet e vedom. Med ar veleien 'neuz bet an urz d’en em denna kuit deuh ar strolladou e leh ma vedom.

184814_20080314-alphonsearzelb-t114a.jpg

Alphonse Arzel o reiñ ton da boltrejer Eugene Le Droff e 1998, tregont vloaz goude an amoko

Publicité

Publié dans labour douar

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article
H

Trugaré doh ewid da respont coulscoude n'ho peus ket poellet mad ahanon, n'ameus ket laret ar pez ho peus graet a so dister hac chwez ar petainism warna, tamm ebet n'eo ket se ma sonj. Ar pez am
oa laret eo calz traou a choarvez bep devez wardro deom da scouer : tarzadenn creisenn nucleel Fukushima, crenn douar er Japon, amsao e broiou arabec, mervel crouidigès "al Quaida", distro ar
bijin glaz, an dilennidou 2012 e bro Hall hac e Stadou Unanet, ar finvadenn "ti Party", eured mab Diana ha Charles doh Saoz ha me oar me... Ha pez am eus laret ne oa nemd caoz pe scridou
peurliesan nemed war traou liammet gand an douar. Ha pep wech a wellan scholidi "Diwan" er welladenn er parkeier pe abadennou er berre doh "Stalig" a gomz nemed eus traou an douar e sonjan ar
frasenn a lare "Petain" "an douar ne ra ket gevier". Hanter cant bloa so bro Hall a bez a oa staget doh an douar hac an dud a gare an douar goude e oant er school a oa deuet ar Franjijen eun
tammig dizanc doh an douar. D'am sonj ne hellont ket maga an dud nemed gand carantès an douar, ar bed a ya buan buanoh pep deiz. Siwaz ar Vretoned a so chomed pell war leh kerzenn ar bed.
Cudennou braz a so e Breiz : an dilabour, an divroia, ar bijin glaz, coledigès an théod ha me oar me. Evel ma vije ar vrezonegerion staget nemed da ober obidou ha lidou ar re maro : Charlez ar
Gall, Glennmor, Anjelina Duval, Per Denez ha me oar me ? Hac evel ma ne vije ket plas ewid ar re beo ! Ouzpenn se me a sonj ewid ober eun théod intentet gand an holl red eo comz diwar pep tra a
choarvés ama tost an dud hac er Bed. An dud a glask poellad ster ar bed ne hellont ket beva hep célou. Chui a oar pegen trouz o deus graet comzou penner scipail bro Hall diwar benn al lodennou
ebarz ar mell droad . Se a oa azdouget gand holl mediaou bro Hall ha memes mediaou estren hep mediaou Breiz. An dud ne helliont ket an den a so estreget an amzer. Ar brezoneg a so deuet centoh
eun théod staget gand ar menoziou coz , gand an amzer dremenet. An dud ne gortozont ket e vije scrivet e brezoneg diwar Barak Obama ha marvès Ben Laden. Evel ar vrezonegerion ne ouient ket petra
eo oberour eur hazetenner. Eur hazetenner eo an den a hell scriv ha comz diwar pep tra dioustu . Eur gwir hazetenner eo an den a hell scriva eun articl war ar bijin glaz , war Ben Laden, war
Barak Obama... Petra eo oberour ar hazetener ? Célia an dud gand ar pez a choarvés war dro dezan. Hirio hon eus al laouenidigés caout eun denvés evel internet ha tra ebet a so graet e brezoneg
nemed traouigou .

Eur wech all n'am eus ket laret "petanism" eo comz doh an douar med am eus laret pa ne gomzan nemed eus eun douar chwez ar "petanism" a so warnom.

Gand galon vad deoh.

Houssine.

Répondre
E

eur vi koukoug a oa ganen war va barlenn, 'keñver boued an hini e oa : evid a zell ouz pez a skriv tud Ya ! (me n'oun nemed "un' bennaket" e touesk meur a hini all), n'eo ket fall dibuna diwar
benn gounidou al liorz, greun, plant, kaol treujenn hag all... koulskoude ez a pelloh an traou war ar gont-se e-barz Ya!, beteg Tunizia, Hongaria, Meksiko, e-se kalz larkoh e vez freuzet !

Répondre
E

mad, Houssine keaz, nag a draou zo deut ganez en taol-ma va hamalad, bennoz dit ! Evid traou zo ez an a du ganez, gand traou all ne houezon ket. Evid a zell ouz paotred "hor bed" lakom, mad, ar
re ma zo prest da zevel traou all az a pelloh eged ar bedig-bed, ne vern ket kalz dezo ar skritur, memez mod hag hini moa lakead er penn kenta du-ma. Arabod mond re vuan, kar an neb na zell ket
euz an droiennou az aio da skei ouz an torgennou. A zell ouz an temou a vez freuzet gand paotred hor bed, mad... Din-me e talvez ar boan pourmen war dro al liorz hag ar parkeier e brezouneg
pezegwir ar re-ma zo lod euz or gwrichennou. Ober petainist anezo, ma doue... ober ar seurt euz an dud a ne fell ket dezo trubardi o zadou pe o hendadou, peb hini zo lib' da embann e zoénjou war
an internet. Pez a gont eo degemeret sellou euz an diaveas, heb ober kalz a van diwar benn an ideologiez, ar relijionou, na deuz liviou an dud war o hrohen, e-se...

bennoz dit Houssine evid embann da zoñjou, frankiz zo ganez ha dibaot e vez kavet ar seurt...

Répondre
E

mad, Jolback, ober a rin p'am bo amzer, an dro-ma evel beb tro ma tigouez ganez kinnig lakad skridou diwar ar pez a glevez war an añrejistramant

Répondre
J

Frank : N'é ket fonetikoc'h é pezh 'meus divanket ahe, med just tostoc'h deuh pezh a lar Alfoñs.

N'ho ket divanket da artikl ?

Répondre