Istoar Nedelog : Maria Nedelegskaia (eil lodenn)
“Er skol veur ez eus maread da ober, ma fell dit kaout fred el levraoueg na pa ve ken, gwasoc’h zo eget turiañ paper hañ ».
Enandoue e vije bet gwelloc’h kaout saludennoù a-zoare digant Lenaig e toull an nor ken diwezhat en noz. Gantañ oa e wiskamant ruz hag e voutog, goulo e oa ar paner ozilh. Mantret e oa bet ar c’hoar pa oa deut ano eus madelezh ar samaritanez. Marc’hata a rankfe Nikolazig ober, izelik ar priz gantañ avat diouzh ar voujienn :
“Ma, gwelloc’h zo eget c’hoari boutog douetus, gantañ z’eus distrob ha labour betek ar pemp warnugent evit kregiñ ganti, alato n’eo ket fall !“.
« Evit kregiñ ganti ? A’ta, ken trumm-se, ne c’houezez ket piv eo ar Mari Nedeleg-hont da vihanañ”.
Aet e oa Nikolazig da deuler e bouez dirak an tan gant e begement hag e bater, jabadaouet an tamm anezhañ.
“Ma doue va faour kaezh den, te zo unan avat, evit mont da c’hoari kej-digej gant Katellig dizano”
Daoust ha fin ebet a vije gant ar c’hoar milliget en he sarmon ?
« Ola vat, bez eus un dra all a rankez gouezet va breur kaezh, bez z’eus gisti e peb korn e kêr”
Edo Lenaig e penn an trepas. Ha Nikolazig trokein d’an tan, biñset mat e reor, stabil hag asur en e gomzoù, ken e tistagas :
« Ma doue, va zamm gounid a rankin tennañ dac’h ar re-se, un ti fouzhañ a lakain sevel ! »
Kaozioù trenk en doa dispaket pelloc’h, a vouez izel gant ar c’hounnar a oa gantañ. Krog e voe da bifounañ en un tamm koad hanter zevet. Lakaat a reas ar penn glaouok ruz anezañ dirak beg e vutunenn. Tennañ a reas ur skeventad, serret e zaoulagad. Didrouz kaer a oa ur pennad mat a amzer, teñval an traoù nemet ar glaou ruz en oaled. Teuler a reas ur sell er prenestr. Fulennouigoù alaouret a nije en neñv. Ne vankas ket da lakaat sevel tonioù a levenez en ennañ betek war veg e fri mogedet, kement a donioù eus e vro genidig bet desket ez-skoliad araog Nedeleg. Soñjal a reas en e dud, a-hont en anaon. En he bureo e oa Lenaig, gant he c’hopiennoù. Oc’h ober he seizh gwellañ edo douetus evit sikour he studerien war hentchoù tort ar galleg uhel. Kregiñ a reas Nikolazig en e stilobig hag e stagas da duañ ar folennad paper en doa skoet a-blaen war gein ul leor. Tomm oa dezhañ, flour an azez gantañ dirak an tan.
Kenvreur keas, e lakas e deroù e lizer. Mont a reas ur mouchik amzer hebiou kent ma voe difoupet ar gerioù a-zere : ar bloa-ma ne c’houlennin nentra a bouez diganeoh. Gand ma vichen kountant da gaoud...
N’en doa ket freuzet pelloc’h. Ar folenn gantañ en e zorn e oa aet gant an diri, hag en e c’hourvez war e wele. Kouezhañ a reas an hun warnañ en ur serr lagad, araog m’en dije bet amzer da zegas un dra bennak d’e soñj : an nozvezh diwezhañ e oa dezhañ kousket e ti e c’hoar.
C'hoazh a vo...