Istoriou Breiz ?

Publié le par envazao

Kalz a dud a oa deh goude koan e sinema an Imaj e Plougastell evid tañva "Istoriou Breiz", heuliadenn nevez Frañs Tri, gand aktourien Gi Moign ha Tifenn Lineatte. Ha gwir pe mojennog e vije ar pez a zo bet kountet deom diwar-benn Anna Vreiz, Ar Bonedou Ruz, impalêrigou, Duked, Markized, e-se ? Euz Istoriou Breiz e vo dek abadenn, bep zul da zek eur hanter war Frañs tri. Dont a raio Louis Elegoed da sklerijenna an abadennou, a zo kelou mad !

 

Fouge a zo er produer Olivier Roncin pa laka war wel Tifenn Lineatte, anezi eur Blougastellez chichant. Setu eun aktourez yaouank, koantiri gand an duardez, braz ar moushoarz war he genou. Ken braz all eo he daoulagad liou an deñvalijenn, Anna Vleiz emit-hu ! En he c’hichen ema an aktor a-vicher Guy Moign, ranket e oa d’an aktour parizian deski adarre eur yez en doa klevet ez-vihan tro dro dezañ. Madig e teu ar brezoneg gand an daou, ha pa deufe sach ha bount war ar zilabennou evid tenna o muzellou diouz an techou gall ha kaoud distrob dahouto. Liez gwech e vezer techet da lenn iztitlou e galleg evid chom tost d’eun istor luzietik a-dammou. N’eo ket Yann e vrezoneg teo  evid beza sikouret gand eur geriadur uhelik amañ hag ahont, bedig bed ar skol veur a zo kaoz. Gwir bater eo stag mad ar galleg da beb hini euz skriverien, aktourien ha lennerien ar brezoneg e derou an 21añ kantved, o houzoud n'eus hini ebed pe dost hag e-noa lipet brezoneg war barlenn e vamm. Daoust hag anavezed eo istor Breiz da vad gand ar vretoned, braz pe munut ? Ma, sklêr eo ar respont evid maread a dud pa rispontont int ken null all evid pez a zell ouz istor bro Hall. Ma, fourret oa bet en enno Istor braz paotred Charlemagne, Louis forzikwarnugent ha Napoleon, dre gaer pe dre heg. Lavared hag adlavared e oa er skol, ha morse dislavaret. Mad eo justamant kaoud eur maill evel an istorour breizad ha brezoneger Louis Elegoed evid paka daou zell diouz an istor, brudet eo al Leonad evid lakad da benn vad e hoant da zispartia ar pez a vez lavaret pe lennet deuz ar pez a oa dioutañ, da nebeuta pa greder ar skridou a-wechall hag a-hirio. Eun dudi an hini e vezo lakad skedi sklerijennou an istorour beb zul en tu-mañ hag en tu all d’ar filmig.

 

Anna Vleiz he zezenn e-skeud chouchou ha loulou

En eur sal leun a houichegez uhel e krog an traou e filmig an Tad Gerard, ema Anna o tifoupa eureier a-ziwar estajerennou stank a studiou istorel, eur seurt dekorom lufruz a heller kaoud en eur “savadur ensavadurel“ bennag e Breiz. Ahaleze e vo freuzet mojennou hag istoriou peuznevez gand eur houblad a dud peuzgouichok o vond divorfil gand henchou ar vro etrezeg darvoudou a oa bet pe na oa ket bet. Piou 'oar, ha kit da  gompren, kit da houzoud d’o heul, da nebeuta m’a z’oh prest oh da zispenn roudou Anna p’ema o redek gand he mobiled. Da genta e rankit kompren peseurt gregach he deus greet euz he zezenn, meur a wech e vez adlvaret an titl lugudus e-kerz peb filmig. Ano zo a "Mojenn a-enep gwirionez" pe ze. Heñvel eo en istoriou, diêz eo chom zonn ha plom e dreid en hent pa vez fourret a beb seurt fedou, bloaveziou, lavar ha dislavar hag all e peb epizod a unnek munut. Seul belloh e hoarvezas an istoriou kountet ha seul êsoh e vez distumma ar wirionez evid genel marvaillou ha morjinachou az a da ober an istor ofisiel, Anad eo en amzeriou a-vrema m'eo deut ar hiz da vindrailla peb tamm euz an istor bet desket deom. Gand Marc Le Bihan e oa laked en e zoñj chom en tu-ma d’an dispah gall. « Ma za mad an traou e vo freuzet pelloh ahann d’ar bloaz o tond », a lavar ar skridaozer. Douetuz e vo kalz diêsoh ober ano euz darvoudou an ugentved kantved abalamour ez eus riskl e vije gwallakêd den-mañ den, lakom gand istor Perrot ha kemend zo toud, ma ne vo ket ken eezed isla fent ha hoarz en eur vro bet laked ken fall dek vloaz ha tri-ugend zo. Daou vod disheñvel a zo da zeski a-ziwar sellet Istoriou Breiz pa deu ano da lakad “Red An Amzer“ da skuilla er saloñ diwar ar post bihan : eun ton skañv ha dudiuz kaset d’an traoñ dindan stur Luc David d’eun tu, gouleier fur an deskadurez gand Louis Elegoed d'egile. Eur hammed braz a reom deus a bep tu p’eo diêz mired da weled skeud Un gars et une fille silet gand ar realizatour Luc David a-hed hag a-dreuz d’ar film, kaoz eus-ze marteze eo ar hoari aktour hag an hencha hervez mod ur patrom en doa greet berz douetuz braz war France Télévisions araog mond war M6. Evid founnusaat ar geusteurenn douetuz braz en deus laked efedou surealist pe digreduz d’en em sila er film, evel  lammou a-dreuz an amzeriou n'int ket evid êsaat ar gomprenidigez, evel Anna pa denn eur gopienn euz wikipedia p’ema war glask eur renta kont euz buhez an Tad Gerard. Nemed teuler  goap ouz pennou peuzgouichok giz-nevez ar skol veur e vije ? Trei a ra hardiz e "l'université d'histoire des mentalités de Rennes", eun tourni na vanko ket da lakad sevel c'hoarz, blaz damc'hwero  peb hag holen ganta na pa ve ken.  

 

   

istoriou breizh-moyenne

Publicité

Publié dans télé

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article