Kezeg Leon

Publié le par envazao

 

Setu eun euriou a zoare, hag eur CD mar plij ! Staget eo ar helh plastik fantastik ouz an drede pajenn, ennañ an enrolladennou bet duet paper diwarno gand Mikael Madeg. Plijadur a denner, komzou frêz an aliesa, brezoneg yah ha distagellet kaer, ker koulz a blijadur pa lenner en eur selaou. Mond ha dond a ra pennou brudet er vro, evel Pêr Chapalan bet labourer douar e Gwinevez, Eujen Lunven saver kezeg abaoe pell zo e Konk, anez Iv Pailler bet pesketêr ha bezhiner e Sant Pabu. E-se eun tregont den bennag, ganet araog ar brezel daou-ugent. Greet oa bet ar braz eus al labour dastum e 1976, anez eur prantad stank e 1990 evit kas al labour da benn.

 

 

pelloh a vezo da lenn er Ya ! a zeu (gwener 17 a viz hwrevrer)

Publicité

Publié dans labour douar

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article