La Obra
En Ixcan e 2007 e oa bet c’hoariet “La Luna En El Hoyo“ gant strollad “An Alouberion“ eus bro an Alre. Celine Soun en La Obra he doa leurennet an abadenn ha Gisele Sparza, maouez a vro Chili he doa skrivet ar pezh-c’hoari. Istor tud yaouank gant o c'hudennoù pemdeziek eo Al loar En Islonk, lusk zo a vez degaset pozioù Manu Chao.
Dindan peseurt bec’h e rankont poaniañ ?
Hir spontus en deus padet ar brezel diabarzh enno. Ul lec’h distro dindan galloud an trafikerien eo Ixcan. Ar skol n’eo ket pouezus d’an dud yaouank. Er skol e tesker reolennoù. Neuze eo talvoudus ijinañ istorioù, c’hoari ha kanañ. Reiñ armoù disheñvel dezho, reoù ar soñj hag ar spered, tout se hon eus c’hoant d’ober.
Petra zo bet kontet el levr ?
Mont a reomp da heul ur strollad mignoned yaouank en un tachad anvet “An Islonk“, pell eus partout, evel Ixcan. Ahont e talv seniñ ur c’hras-kaer, tonkadur ar re ganet. Hañval a ra bout bet skrivet dija a-c'houde kantvleadoù ha kantvleadoù. An dra-se zo e-barzh mister bras o yezhoù kurius ha kozh war un dro.
Peseurt mod eo bet labouret gant yaouankizoù Ixcan ?
Arzourien yaouank Kreadores o deus livet an istor war ar vandenn-dreset. Murielle Lorant he deus treset ar framm, emañ a youl-vat en La Obra.
Penaos ho peus graet ho treuz evit en em gompren ?
En Ixcan e vez komzet pevarzek yezh maya ouzhpenn d’ar Spagnoleg, yezh ofisiel ar Gwatemala. Lakaet eo bet Al Loar En Islonk e brezhoneg hag er yezh k’anjob’al. Etrezomp ha tud ar vro e oa komzet spagnoleg, pa oa brezhoneg gant an eil strollad c’hoariva breizhek a oa en Ixcan warlene, Rebeldia e anv.
Deut eo a-benn La Obra d’en em wriziennañ en Ixcan ?
Tri bloaz zo diwar hon intrudu e oa krouet Ixcan Creativo, kreizenn stummañ ar re yaouank war an arz. Emañ Céline Soun ahont dalc’hmat o krouiñ bepred gant tud ar vro, kar n’eo ket tout staliañ urzhiaterezed en ur sal evel en doa graet ar pennoù braz an ti-kêr evit diduañ ar re yaouank. Lakaat ijinoù da vont endro a zegas kalz d’an holl : tresañ, livañ, seniñ, c’hoari asambles war peb dachenn ! Labouret vo gant kevredigezhoù er gerbenn, dreist d’an diazezoù arzel hon eus labouret warno e-pad daou vloaz. Mat e vo reiñ barregezhioù d’an dud evit en em zizober gant ar paperioù. Krouiñ liammoù kreñv gant an en-dro a vo talvoudus ivez. Ul labour deskadurezh pobl an hini eo.
Digoret ez eus bet un erv nevez a-drugarez d’al levr, petra zo sterniet evid 2011 ?
Mat e vije kenderc’hel war un hent a fiziañs, da skouer en ur aozañ ur gouel war blasenn ar Frankiz en nevez amzer e Brest. Gall a reomp kaout skoazell gant ur rouedad stank : Ai’ta, Sked ha PEC29*, Yezhoù Ar C’hurun ha Canal Ti’Zef. Prientet vo un eskemm etre arzourien eus Chili, Guatemala ha La Obra, evit sevel ur pezh c’hoari nevez.
*Peuples et Cultures