National Achievement Day, Ben Hopkins, 1995
National Achievement Day(Ben Hopkins 1995, program Golden Nineties)
Greomp “Deiz ar Maout Er Vro” deus ar film-mañ, un dervezh gouel ma klask pep den ober ennañ un dra bennak talvoudus dindan youl ar gouarnamant Saoz.
Zog ne ra foultre kaer, gantañ e vez kavet e walc'h a labour arabadus o engefiañ gwenneien an dud a-hed an noz er Petrol Station. Ken enouet e vez hag e c'hoari gantañ a-wechoù plantañ penn-kabig ur stilobig e toull e fri. "E Londrez n'eus den ebet a ra foultr", emezañ pa c'houlenn e vignon gantañ peseurt mod e vez sellet dac'houtañ gand e daolioù a-dreuz. E-barzh ar peub betek er straedoù teñval ez eer da heul Zog hag e gi, en em gaout a ra gand Heinreich ha Togo, daou oristal a wazed. Mont a reont o-zri da varzhed dindan awen Sue a-dreg ar c'hontoar. Brav-spontus eo ar pozioù a gerse a dennont eus an amzer dremenet en deñvalijenn, a-boan ma klever safar ar maouted er pelloù. Ur film hag a laka un dristig a joa d’en em silañ en tu all d’ar skramm. Pegen dudius eo Sue, servijourez ar peub, mut an tamm anezhi, pa ne vije nemet ur goodbye distaget lentik ganti. Setu graet o zreuz gant an tri c'hañfard dister al leve ganto, ne vern peseurt a c'hell en em gaout ac’hann da fin ar c'hantved. Eun taol kaer gant Ben Hopkins pa oa aet e ziplom meur gantañ er Royal College of Arts. N’emaer ket pell eus David Cronenberg en e film Spider, arz a-ziwar taolioù kriz en tu-mañ d’an erv.
sellit ivez eus diverradenn webtrotteriou Kerichen amañ zindan :
