Peur vo hon tro deom-ni ?

Publié le par envazao

flickr-sventine-eye.jpg  

 

 

Emañ ar « rummad a vil euro » o c’hronniñ ar pavez en tu-hont d’ar Pireneou. Er penn kentañ e oa doare ar futuilh hag ar riboul war ar Puerta Del Sol ha pelloc’h betek an Andalucia, Katalunia hag Euskal Herria. Betek war hent Sant Jakez . Yaouankizoù a vil vern hag a vil gouch e kreiz-kêr dindan lagad al loar, pennoù karamailh ha blevek o pakañ-dispakañ dirak ar mikro, twitter ha facebook a gas ar c’han pelloc’h. « C’hwi az a gant an arc’hant, ni z’aio gant ar straedoù ! », « Hunvreoù ebet ganeomp, ne vo kousk ebet ganeoc’h » ! 68 war an distro, pe se ?

 

Ma, memes tra, lavaret oa bet e oa arabat diskoniñ, goustad war an alkol hag ar marjan tud yaouank, eme lod. Kar n’eo ket kas ar gouel a zo d’ober. Poent en em soñjal : da belec’h emañ an demokratelezh o vont ? Feiz, an dilabour a ra e reuz. Tadig ha mammig a zo re verr an arc’hant ganto evit sikour. Hag ar bolitikerien, ma doue ! Ar re-se a vez bepred o leugniañ o chakodoù diwar gein an dud voutin, n’eo ket gant ar mennozh-se int bet dilennet, gast an diaoul ! « Que se vayan todos ! »*, a larje lod. Deus an estrenvro eo bet graet « dispac’h Spagn » eus emsavadeg ar Puerta Del Sol. Ac’hanta ! Goulenn muioc’h a demokratelezh, gwashañ pec’hed a zo er bed ?  An taol-mañ ne vo ket anv a lakaat ar pennoù bras da anzav o fec’hedoù dirak ul lezvarn bet sterniet war ar prim gant un dornadig a bennoù bervet, ’lato, dam nann ! N’eo ket Paris en hañv 1789 pe 1871, na Romania er goañv 1989, nag an inkizision ken nebeud.

 

Plantañ doujañs ha madelezh en ur mekanik a gerzhe bravik betek n’eus ket pell a zo, n’eo ket klask pemp troad d’ar maout. Sevel goulennoù, lakaat diskred hag arvar bepred war wirionezioù ar skrammig skramm. Lakaat fiñv war linennoù n’int ket tonket da chom divouj mik. Hag amañ du-mañ ? Kas afer DSK, aferioù ar radarioù ha morjin all da sutal. Ma soñj d’an nen e chomo stanket mik an traoù goude ar votadegoù eo ker koulz mont er straedoù. Pa deuio ar pennoù kravatennok war ar skrammoù e vo muioc’h a bouez gant Katell ha Yann evit marc’hatañ. N’eo ket sot an indignados ! Ha ni er c’hwec’hkogn ? Hor gwalc’h hon do gant un tamm paper dister da fourrañ er vouest ? Muioc’h a rank an den kaout evit karzhañ ar c’haoc’h diouzh e revr. Huñvreoù hag esperañs na pa ve ken !

 

* « kerzhit kuit, pep hini diouzoc’h ! » a grie ar vanifesterien da bennoù bras an Arc’hantina pa oa distreset ar vro gant an arc’hant bras spontus ‘tro ar bloavezh daou vil.

Publicité
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article