PIZ MIK ?
Pellik zo n’am eus ket greet war dro envazao. Hag-eñ e voulc’hin pelloh ganti n’on ket evid lavared. Dibaot a wech am eus komzet diwar beg va fri ha va zamm hentig buhez.
Nevezik zo e oan e-soñj boulha eur blog nevez a rafen awalah Piz Mik anezañ. Dre Biz Mik e helfen c’hoari a-zevri gand ar jeu hag ar gwalljeu am eus laked war va chouk din-me va unan eur pennad mad a amzer, betek re bell. Skuiza a reer, koulz an nen e-unan hag ar re all. Ne vezo na piz na mik ganin, pik ha bramm ne lavaran ket.
Diwar pri ne vez ket raz. Dre ma z’on leonad penn-kil-ha-troad, hanter pagan ha hanter santig du, e rankan goulenn an absolvenn a vare da vare. Ne z’in ket da gofesa evid-se, na da bedi war an daoulin. Diwaska va houstiañs, mond skañfoh ga'ti, evid mond larkoh, aze ma.
Evid cheñch penn da va fennbazig e klaskin digeri va spered, selled e-barz ha difoupa petra z’a, petra ne z’a ket, en va oberouigou na pa ve ken. Deuet eo ar zoñj din ez on en em gavet war eur pennadig hent ma rankin cheñch traou en doare ma welan bedig bed ar brezoneg. Kalzig a dud, lod anezo brezonegerien "eiztez doue nemed unan", a lavar din ez on bet krignet beteg en diabarz gand ar brezoneg. Re wir eo. Sorhennet on, krignet beo, paket, trubuillet a-wechou.
Re a dachennou am eus klasket turia. Toud péz zo brezoneg a zellfe ouzin ? Ya kredap, beteg ar regofad. Al Liamm, Brud Nevez, leoriou gand Emgleo Breiz, kazetenn Ya !, disterachou war lehiennou na zigasont ket kalz (breton er bobl, Kervarker e penn an ero, ABP - bet adkemeret freskig a zo gand e rener koz dindan e veli-, Envazao, eul leor evid ar yaouankiz gand Keit Vimp Bev...
Kement-se am eus greet evid va flijadur, a-wechou gand diskanou ha dipitadennou spontuz. Lakom kenstrivadegou, lodig zo reiz, lod all zo blaz ar vreinadur hag ar mignoniach warno.
Re hir all listenn. Dare oan da baka anezo. Eur seurt “kleñved ar brezoneg“ a zo kouezet warnon, spered ha kalon. An dipadapa 'c'hell beza ! Petra zo kaoz euz ar regahad ? Marteze bennag e-neus da ober gand an amzer dremenet hag ar véz koz. Kerkent hag an oad a vihan toud e oan bet soubet-disoubet er yéz kuz, ar véz ruz koulz lavared. Pa lavaran soubet, feiz marteze ne oa nemed beg eur biz o vond er jidouroun. Morse d’ar poent-hont ne vije bet ano d’ar brezoneg da vond da hlebia va zeod na va gourlanchenn pa errufen en oad gour. Den ebed du-ma na trowardro e-nije kredet e c’helfe eun den ganet e fin ar vloaveziou tri-ugent mond da vrezoneka a-hed e vuhez en tu all da dro ar c’hantved. Eur yéz foutu a oa anezi, krignet, poaz hag echu. Péz ne vire ket an teodou da vond hardi hag asidu war an talar, evito o-unan ha mad pell zo. Eur fazi prohrammadur, eun tamm kouill er rata ? N’eus justis ebed er gwallabadenn-ze, piou ha petra zo kaoz d’ar fed e oa bet mouget ha stourmet ar brezoneg outañ gand kemend a fallagriez... se zo eun afer all.
Evid mond berr ganti ne zeuan ket a benn da lakad va spered da glota gand planedenn gaer eur brezoneg ofisiel a rafe neuz da veza yah ha pozitivel bepred, par ouz par sañset gand n'eus forz peseurt yéz war an douar, en o zouez ar re a lonk ar re all : saozneg, galleg, chinaeg. A beb seurt a zo er bed, bihan, braz, krenn. Atao e vezo ratoused berr o boutou ha berr o lost evid mond da gana war ar bern teil gand kileien ha pabored. Daoust ha kleved e vezont ? Muioh a drouz hag a vrud a deu dezo pa chomont en o renk.
N'eo ket fall gouzoud a beleh e teuer evid gouzoud da beleh mond. Diwar ouenn chas diroll ar vro ez on me. Klask a rafen mond da baka mell ha kamembre a loaiadou, war ar renk e-kichen bibichouigou ar ger veur en o staliou pompinella, ma doue... tort ha faos e teufe ar zon ganin. Ne ouefen ket petra a zo ahanon, kollet e vefen, trubardi a rafen ouz va re. Koll a rafen va fri, chom a rafen boud pa glaskfen distrei war va roud...
c'hoaz a deuio da heul...
Peas Mick ?