Plou-Magyar ?
Abaoe Kalanna emañ an UE dindan prezidantelez Viktor Orbàn. Kentañ Ministr bro Hungaria zo erru e dro da gemer krog er vazh. D’an deiz m’en doa skoet e fri e penn douaroù kozh an Europ en doa lakaet cheñchamant spontus war lezennoù ar pres en e vro. Difennet eo da Yann Kazetenner embann tra ebet n’az afe ket en hent gant an “neptuegezh“. Na peseurt a reer eus ar seurt ? Lezenn, urzh hag Orbànerezh a zo o ren e Plou-Magyar pa vez tri-ugent dre gant eus an deputeed dindan anv ar Fidesz, strollad Orbàn. Arabat d’ar journalisted silañ aveligoù az afe a-enep da vadelezh ar bobl, riskl warno da vont dindan krabanoù ar justis mod-Orban. Ne oa ket bet soñjet gwelloc’h gant Napoleon e 1799, na gant e nis e 1852, na gant Hitler goude gwalltan ar Reichstag e 1933, na gant ar re ruz ken nebeud evit-se. Feiz, hor brizh-hungariad bihan er c'hwec'hkogn n'eo ket bet gwallfinoc'h p'en deus bet ar ger diwezhañ evit dibab rener an télé publik. Orbàn evit e gont en deus lakaet ur vargodennig a brezidant e penn ar vro e-giz m’en doa graet Poutine e Rusia. Tamm ha tamm ez a stammenn Orbàn da houarnachoù, cheñchet penn d’an nadoz tremen ugent vloaz goude ma oa bet tardet gant diktatourelezh ar gomunisted.
An Danud glas meurbed
Nepell en tu all da zispac’h 1989 edon en em gavet e Budapest, ur sac'had ganin war va chouk, ano ganin da aveliñ va fenn er reter. Ur mintin bennak ’bord an Danub glas meurbed em boe bet tro da gaout ur gwallsell. Dirak ar mekanikoù gwerzhañ tikiji evit an tren buzhug e oa ur pikol melegan e vlev berr, du e zilhad hag e gasketenn, ur svatiska a-sell kaer d’an holl war e vañch. Edo o foetañ traktoù d’an dud gant o beajigoù pemdeziek, grik ebet na trabas ganto, na selloù a-dreuz ebet war ar gwallzen ’toare. Marteze e oa ezel hennezh eus ar Jobbik* en tu dehoù pell pellañ peotramant ar C’hroazioù Flechet, ar re oa doa sikouret an nazied da gas miliadoù a Hungariz da gampoù ar marv. Seurt strollajoù a vez lezet frankiz warno da zibunañ moan er strejoù e Hungaria, a-renkennadoù propik ha kempenn, klinkailherez fask’ ha naz’, e-se. Hirio e bro Vagyar e teu digarez da Orbàn da vont trankil ha seder war e bouezig dre ma vez kavet taeroc’h egetañ pa glasker pelloc’hik war an tu dehoù. Peseurt dro fall a c’hoarife hennezh p’en dije ezhomm eus mouezhioù ar Jobbik hag ar C’hroazioù Flechet evit chom e penn ar jeu ? Doue ra viro e vije rostet an UE war ar ber gant ar seurt Obànerezh daonet.
Fachoed giz Breizh
Ha ni e Breizh emit-hu, z’eus ket a vilhoù fall da ober ? Lezet vo ar gaoz d’al Lepened, d’an Adsaverien peotramant d’ar Zids* ? N’ho peus ken ’met pakañ ur sell war lec’hienn Philippe Argouarch na pa ve ken. Alies mat war Agence Bretagne Presse (nag un anv dibar) e vez taolet brud gant ar “rédacteur en chef virtuel“ evit strollajou-igoù an tu dehoù pellañ. Silañ a reont o gwallvennozhioù a ouenneleriezh aliesoc’h eget bep sizhun. Boycott zo bet embannet gant strollajoù zo, nemet e kav mat lodig tud bouetañ an ABP dalc’hmat hag asidu, hag e brezhoneg me ho ped. Da skouer e vez roet da vizitourien an ABP lenn pennadoù tennet eus ar gazetenn sizhuniek YA !, koulz ha reoù skrivet gant ur baotrezenn bet dilennet war anv an UDB. Kit da gompren.
N’ouzon ket petra soñj deoc’h-c’hwi diouzh ho kostez. Me ne z'afen ket e breskenn gant-se, koulskoude n’on ket en va bleud ken pa skrivan evit YA !, ur gazetenn a en em santan tost dezhi na pa vije eus kement-se. Ma, amañ z’eus traoù all ? 'c’hell bezañ avat, evel se e oa krog e Hungaria, betek pelec’h bepred ?
* Jobbik : Un akronim aozet evit talvezout kement hag “ar re wellañ en tu dehoù“
* Zids : lezano ar strollad Jeunes Identitaires
Nyilaskeresztes Part Hungarista Mozgalom, 'tamant "ar c'hroazioù flechet"