prichou, disprichou, se...
Da beleh ema al lennegez vrezonek o vond ? D'ar prichou ! Pa vez echu gand ar prichou ez eus tud a laka prichou all, disprichou pa lavaran mad. Mad, ahalemañ du-mañ ez eus eur c'hwéz a zo tost da hini ar suil o sevel beteg ma fri. N'eus bet ano ebed e nebleh e bro ar priziou euz al leor bet savet ganin ar bloaz-mañ, Kriz Ar Yaouankiz e ano. Evid disprichou Bezobweb ne oa ket orgedok awalah meus aon. Koulskoude e oa kalzig a hudur ennañ, muioh eged en tri lakaed er gouleier gand Lionel Buannic. Chick Litt Maiwenn Morvan ha Clit Litt Ninnog Latimier, gand houmañ genta eun taol baz benniget da binijenn dindan sellou a vadelez o tond deuz Patronez Dous ar Folgoad. Evid a zell ouz an trede hini war ar renk evid ar prich disprich e oa bet kinniget Gégé Gwenn evid e zanevellou er sizuniog YA ! Kaer meus bet furchal n'eus roud ebed eus danevell ebed a vije bet skrived gand GGG ar bloaz-ma enni, nemed dindan eun ano plu e vije.
Ma, eun taol avi a vijen o tispaka ? gav ket din 'vat. Deom d'ar prichou neuhe, reou France Tri an dro-mañ, ne z'in ket da glemm evid a zell ouz an diazez, eun dra vad eo rei kourach ha kalon d'an dud pa zalhont mad d'o labour skriva. Daou vloaz zo edon er juri, o veza ma oan bet galvet dindan va c'hargig a gazetenner a gav dign. Ar bloaz-mañ edont pemp er juri, ha n'eo ket c'hweh pa vanke unan bennag bet strobet en hent abalamour d'an erh. Pa houezer e vez votet da houde eun tamm kendiviz bennak memestra ha pa houezer e oa an den a vanke o kojeal ouz an telefon... cheñch penn d'ar vaz en dije gellet ker buan all, ma vije en em gavet gand ar re all. Fin, n'anavezan ket aneza nag a bell nag a dost, mendare petra eo e soñj diwarbenn leoriou 2010. Ar pez a zoñjan-me eo arabad din dispaka kar ne z'afen ket da deuler trichin na pour pa oan-me er ragragdibab gand va leor KaY. Pez a houezan 'tao eo e oa bet kasedadigou pour o tond euz meur a hini diwar gont KaY, euz Al Liamm zoken. Memez hini el Liamm en doa kavet abeg gand eul leor bet nominoelet er prichou. Heñvel e oa deuz a berz tud all hag o doa dispriziet ar romantig-ze pa oa bet kavet mad KaY ganto, pe madik awalah da vihanna. Daoust hag eun douflez a vije etre burutellerien ha juridi Frañs Tri ? Gwelet vo peseurt mod eo gwelet Istoriou Breizh da vad ganto deiz an dibab pa ne oa ket eur bern evid maga mell da dud France Tri gand ar serienn.
Evit troha berr ar buzug, me mav dign eo ker koulz renabli an aveligou am eus paket a-benn din en va hentig
- dister eo bet ar promo evid KaY, va faot din-me douetuz, din-me e vije bet mond da glask pak a evez Yann Lenner e red ar mediachou pa oa dihenchet KaY etrezek an disheol en eur mod.
- re abred er bloaz e oa, arabad lakat miz Genver da zortiadenn, mond a ra puñs ar gaoz da hesk e-teid ar bloaz dre ma teu leoriou all war zispak.
- an doare-skriva ? kalz a dud a dro kein pa deu skridou EB war zispak, ar golo zo eun afer all.
- ar pez a zo e-barz KaY : troiou fall an dud yaouank, re bounner da lod marteze pa ranker bruda eur yaouankiz yah ha youlek e bedig bed ar brezoneg, eur yaouankiz mennet da stourm ha da vrezhoneka beteg an treh bepred.
- ar stil : n'eo ket uhel awalah a-fed awen, soñjennou, e-se avel Walarn e-kreiz va fri kredabl.
- eur bloavez founnuz evid al lennegez e brezoneg, ne houezon ket ped gwech muioh a leoriou a zo bet e 2010 pa oa treudig ar peuri er houlzad 2008-2009 (lakom warlene er Pri ziou 2009 e oa ken dister an niver a romanchou hag e oa gwelloh da dud Frañs Tri e vije priziet an troidigechou).
- danevellou n'int ket deuz ar hiz ken 'toare, fin, Sten Kidna en doa priziet anezo w arlene hag ar bloaz mañ e vo priziet romantou ganto, bep tro e ran-me eun bramm er c'hê.
Deski a ra an den diwar e goust e-unan.
E-se pelloh a vije da zibuna diwar e benn nemed gwelloh e kavan souheti Nedeleg Laouen deoh oll ha michañs peho plijadur o lenn Maria Nedelegskaia, eun istoar Nedelog e meur a lodenn war envazao. Ne vern ar prichou ez an hebiou dezo kazi bep taol, n'eo ket evid-se e vo echu ganin skriva
.