ROK !

Publié le par envazao

49303_100001894483715_3996231_n-copie-1.jpg

Poen eo skei eun diouskouarn bennag trokein deom : rok'n'roll made in Breiz a zifouper dignan ar roc'h. Daou ganfard o deus roet korf d'eun dastumadenn euz ar re vrava oll, leor, CD hag all. Mond a ra war an ano ROK, lodenn unan. Hag e jaoj korf ha spered gand gourledennez an Arvorik, birvill ha tredan enni, dalhmad er penn kenta war an douar braz.

 

Ma, kaer ho peho ober ha dizober, bez e chomo eur gwiskad teo a glichedou peged mad da Goz Breiz he sonerez klink, kludet mad Yann e dog round hag e vouteier koad, uhel ar c'haoh en e reor bremañ a-ziwar e varadozig ar gelted, ya kredabl. Ne vo ket Nolwenn Le Roy evid rei lamm d'ar seurt epinalach pa grog enni an tri mortolod bet drebet o lost dahouto ha me oar. Dirolloh eo ar chas er CD ROK gand he nao zitl warnugent. Ar skrivagner Frank Darcel, paotr a Blesala asamblez gand Olivier Polard paotr a Vrest, o deus lakead o friou a-zidouez maread a enrolladennou a oa anezo etre 1961 ha 1989. Gand an daou zen n'eo vo ket greet hirbrezegennou diwarbenn ar re a oa e penn an ero beteg e Par-Is ha pelloh, Daho, Niagara, Elmer Food Beat hag ar seurt... Nann 'vad. Gwelloh danvez o deus kaved o rei ton da doniou dizalh mad euz ar show bizness.

 

Les Nus, End Of Data, Splassh, hag Evening Legions ?

Ha gouzoud a oar Frank Darcel euz petra zo kaoz amañ, eñ bet er strollad Marquis De Sade, unan euz ar re a oa chomet da skei o fri war gramb braz ar stered pa oa muioh a zach hag a vouj da gaoud ganto er salle de la cité hag eun tamm partoud e peb korn teñval, gand ma ne vije ket gwallet gand breinachou an dibunsko (hit parade e galleg flour). Mond gand skalierou ar gloar ne vije ked ano dioutañ kennebeud evid ar re a oa deut war o lerh, pe ve Les Nus, End Of Data e Roazhon peotramant UV Jets ha Splassh e Brest. Braz ha souezuz eo an ton "Working" gand ar re-mañ ziwezañ, eur bloñjadenn er sonerez Indus gant daou hitar boud hag eun toumper... ha mouez Paskal Goarant o vond e breskenn evid kas ar reuz d'an traoñ. P'emaer gand ar new wave e vije bet mad kaout "Evening Legions" war ar bladenn, setu eur group hag a oa kemend a wel dahouto er vro o kregi gand ar festival Elixir e Sant Pabu e 1984. Ma, ne c'heller ket paka toud !

 

 

P3310740-1.JPGPaskal Goarant du-mañ, eet eo war dachenn ar festnoz-deiz ken pell goude an Induz, ken uvel an ton bremañ ha da vare Splassh 

 

C'hwealed Breiz

Plijadur a vo oh ober anaoudegez gand strollajou ar bloaveziou tri-ugent gand o anoiou nebeud anavezet : les Atlas, Les Inutiles, Les Strollers, Les Vénètes, c'hwealed Breiz ar re-mañ tout kea. Ne oa ked Olivier

Polard evid tremen hebiou da Storlok, paganiz diroll laked ganto mond pelloh e brezoneg eged an tralalala hag al lalalaleno. N'eo ked maro Jorj Jackson evid c'hoaz ! Ha toare e vije bet eur roker euz Salaun Ar Foll, alato, biskoaz kemend all, e 1978. Gwelet vo peseurt dour benniged oa deut gand daou Yann dianao, Crenn ha Maze o anoiou badez.

 

A-benn eiztez e vo laked interviou Olivier Polard war envazao, hennez e-neus produet ROK ha skrivet "40 ans de rock à Brest" pemploaz zo, kompil dabuchur d'ar poent-ze ive, gand daou strollad bennag a gavoh war ROK ive, en o-zouez UV Jets ha Les Collabos. D'an eiz a viz Du e vo Frank Darcel e ti Dialogues evid eun abadenn dedi, ton vo roet da Rok, koar ha paper. Marteze e vo gouezet ive petra zo sterniet evid an eil lodenn, 1990 betek an deiz a-vremañ.

lacouve_1.jpg

Publicité

Publié dans muzik

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article