Serge Plénier en deus desket brezoneg da Nolwenn Le Roy
Foar an tri hant mil bladenn a zo anezañ e penn kenta miz hwevrer, ema Nolwenn Magerez Le Roy o rei lamm da Alan Stivell, Dan Ar Braz ha meur a hini all. Peder ganaouenn e brezoneg e oa aet-hi da zifoupa evit lakad en he zah, mad eo deut gand Serge Plenier p’en deus laked ar vreizadez da vond gand hentchou ar brezoneg kanet.
Abaoe pellig zo e klever ano eus eun den, kelenner brezoneg eo an tamm anezañ ha n’eo ket forz peseurt hini. Nolwenn plah ar Starak he-unan a oa bet harpet gantañ, kerkent ha miz Eost, beteg miz Du. Soner a-vicher e Pariz eo Serge Plenier, pa vez amzer vak gand ar paotr er-mêz euz kelhiou aotreet ar sinfoni ez a da zeski brezoneg d’an dud gour e Ti Ar Vretoned e Pariz. Ken plijet eo an deskidi gand o mestr ken e oa soñjet lakad anezañ da zeski brezoneg da Nolwenn Le Roy araog ma vije enrollet he fladenn ganti. “ Etre daou e oan en eur vont d’he zi e Montmartre evid an abadenn genta, goud mat a ouien e oa sonerez klasel en tu-mañ hag ar show-biz er penn all “, ar seurt diêzamant n’eo ket padet pell pa oa gouest ar plah d’e lakaat war he zu, abil ha dichati. Eun nebeud geriou e brezoneg a oa ganti en he chakod, tamm ha tamm eo eet soubenn an tri zraig da friko ar peder zonenn. Gouez da Serge n’eo ket bet ken êzet-se pa oa dipand dezañ sila ar son hag an ton euz ar yez en Nolwennig keas : “lakom ar ger yaouankiz, pa oa distaget mad ganti he doa greet he soñj sila ar ganaouenn karantez bro diwar destenn Anjela Duval, pez na oa ket bet jedet er penn kenta“.
Serge Plénier diouz mikro Herve Ar Beg war Arvorig FM, tro ho pezo da gleved mestr Nolwenn digwener da greisteiz
pelloh o tond da lenn er Ya ! er sizun-ma