Tan ha distan e Brest

Publié le par envazao

P1000478.JPG

 

Ergentaou gand ar ceeresed e Brest e oa laked distrob tro dro da nav eur hanter war ziou varikadenn a oa diouto abaoe pemb eur mintin. Ano a oa  gand paotred o fennou-baz rei digor d'ar hamionou deud da garga dourtan er porz a-goñvers evid pourvezia ar pompchou. Galvet oa bet eur hant bennak a ceeresed evid tala ouz pevar ugent manifester.  Diou gemenadenn oa embannet gand paotred an urz kent e oa plantet tan er paletennou gand SUD solidaires, studerien hag FO, deut ganto isadennou evid kila gouestad etrezek kroasent tro an tignoused. Ne oa tamm cheu ebed er giladenn, na pa vefe nemed eun nebeud sloganou didaer a-eneb danvez ar reform. Ar pevare dervez e oa d'ar seurt blokad en em gaout er porz a goñvers, "nemed hirroh oa an traou deh, dimeurz ha dilun", diouz a lavar Olivier Cuzon paotr Solidaires. Er pellou e oa liou ar moged gwenn da veza gwelet pa bigne en oabl digatar. "Heñvel d'ar pab santel eo, diouz ar moged e ouezer a-ziabell peseurt zo n'em gaout : liou du pa vez pneuiou o tevi ha liou gwenn pa grog ar bomperien da zifretal", a lavar eur paotr yaouank euz FO. 

 

En ti gar e oa kendalhet gand ar manif pa oa divizet mond da founnusad manif ar vetalourien CGT gronnet ganto an henthouarn. Ne vanke nemed al liseidi evid leugnia an daolenn, prestik e tivorfile pemb kant bennak anezo. Lañset oa eur hendiviz berr ha berr gand paotr FO Marc Hebert ouz an uhelgomzer, deut gantañ eun isadenn d'ar re yaouank evid ma chomfent didaer ma teuje ar ceeresed. Tro deg eur hanter e oa gronnet an hent gand al liseidi d'o zro, santimant ganto mond da haloupad betek an isprefeti d'ar c'henta gwell a benn baz, tokhouarn, skoued hag all.

Publicité

Publié dans social

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article