Tantad Sant Yann er Feuteun Wenn
Evel beploaz pa deu an hañv e vez pedet tud An Daoulamm hag o mignoned da lida Sant Yann er Feunteun Wenn. E ti Loig Carette ha Letig e oa kant hanter kant den, dare oll d'ober eul lip e bao euz ar rata piz bihan bet aozet goude lein. C'hoariou a beb seurt zo bet, pedet oa an dud da gaozeal brezoneg war eun ton braz pe skanvoh pa oa aozet eun hentad c'hoari evid ar re a zo o teski.
C'hoariet zo bet an tamm c'hoari mell ne'e, chavach ! Laked zo ar reolennou gand Loig Carette, mestr an dachenn ma vez deuz tantad sant Yann bep ploaz er Feunteun Wenn. Bez e ranker dispartia mibien an den Kerne deuz sovajed Leon, daou skipaill a zo ha beh de'i 'trezek penn dach pa rank an den kas ar mell beteg penn all ar peuri ha treuchi ar c'hae, eun abadenn soull ma keroh, chach an'hi ma hell ! Toud an dud mond a strob, meskach spontuz, kig ha nerz war zispak, chabadao, lamm chouk e benn, rei frankiz d'ar mell en eur zibrada ar c'hroger war bouez e zivreh, wechou e dreid. Feson pe feson e ranker en em denna, stroba an enebour 'vel ma heller, ha rei an argad kwa. Paotred ha merhed Kerne n'int ket tud santel, abalamour da ze e kollont ar hrogad, pe ar horrgad da vihanna, n'int ket deut a benn da gas mell ebed da benn dach. Sovached Leon o deus greet o zreuz dre bemkwech mar plij !
Poent dihasti kar ema an tan dindan ar podou evid ar rata, kig bihan da buchur, eul lip e bao. Ema ar vugale oh esea teuler botilli foenn heb rei lamm d'an dreuzell a zalh mad etre an daou beul koad kelez, c'hoari baz yod a vo ive. Sonerien deuz ar henta feson zo deut, kanerien da heul. Tan de'i Mari Louiz, henchet eo an traou gand Loig, dont a ra Ewen gand e flammennig. Daou vern keuneud zo da zevi. P'eo krog mad an hini kenta e tibun an dud a feiz Kantik Sant Yann. Eun dudi an hini a zo da heul pa glever paotred bet e-touesk kanerien Langazel o kana adarre, krennard e gribell velenn hag e chupenn lêr o tond d'o hichen evid kana d'o heul, soubet m'eo bet er hanaouennou-ze 'baoe ma oa babig. P'eo bet kaset ar fest noz da benn e teu Tristan war al leur evid rei lañs d'eun abadenn slamm euz ar re wella, brezoneg diardou gantañ, karantez 'vid ar yez ha karantez 'vid ar vro, e-se e teu al lusk hag an ton, yaouankizou a bep oad a zo krog da zañsal ha da baka krog er mikro. Eur honkour troiou lavar zo lañset, brezoneg war ar prim. Mo-se ma er feunteun Wenn pa deu mare ar foenn. Uhelloh vo ar berniou foenn 'benn bloz o tond, bezit sur.