tost da zaou ugent mil e Brest : n'eo ked echu !

Publié le par envazao

Ma doue hollveniget, endandoue hag e ano Mari zef Vrest, 5400 diouz ar Mari Robin ! 6000 a lavar Kornog Gall ! An neb a vije bed o pourmen e ziskontantamant e Brest er gintaou a deufe an dislavar gantañ, n'eo ked marteze e oa teir gwech muioh a dud eged ar seurt kountadennou ha konchennaou dister. Triweh mil da nebeuta zo bed kountet gant ar sindikajou. Ne ra foultr ar berz a ra ar brezelig trodro d'ar chifrou p'o deus gouezet an dud diskouez n'ind ket prest da blega dirag Nikolazig war e bouezig.

 

Pa en em gaver war ar frankizenn tro deg eur ha tri kard ez eus blaz an trikar koulskoude. Digenvez eo an takad ijela. Mad, n'eus nemed teuler eur zell en dro : emañ an dud oh en em gaoud dale ganto hag emaint o hronna ar strejou dija, mall ganto dibuna hag embann freas ha sklêr n'int ket bet trehet ! Taeroh eo ar sloganou, ha farsusoh memestro : Sarkozy au RMI, Carla au RSA.

 

Eur gentel tresa a bed eur studier d'an dud : pesseurt mod tresa eun toull reor a-ziwar eun ibil en eur ober pevar daolennig, ha setu implaerez e seulouigou eet da vestrig e doull flêr ! Pa glever danvez retretidi ar CFDT, tud klouar peurliesa oh ober despot ha diktateur euz Niko Pakapartoud ez eo anad emaom war eun hent disheñvel, ket hini didrabasoh a oa anezañ pemzek dervez a zo. Kalz a dud war an oad a zo, evel Yann toer oajet a bloaz ha pevar ugent, gantañ eur gont braz ha prim euz ar stourmou en deus freuzet abaoe 1952. Mardouen, ma n'om ket prest ni yaouankizou da zerhel penn a zevri ha beteg an dalar gand ar gounidou sosial mendare petra dalvezom ? Nentra gwelloh eged bandennad WFS, World Financial System pettamant Woerth-Fillon-Sarkozy-Bettencourt and co !

 

Emañ an dibunerien o tigori o sperejou, aon o deus e vije greet o stal d'ar pemb eurvez ha tregont evid distrei d'eur gont a daou-ugent, kemend-se heb ma teufe kresk war ar goprou anad deoh. Aon zo e vije deuz eur sistem diwall evid ar re yah deuz eun tu ha deuz eur gwallmarhad evid ar re a vije re zister o gwenneien evid en em soagna... e-se e santer eo dare pennou braz didemokratel a laka o habestr war ar c'hehkognad da stanka founnusoh o diouskouarn pa vo eet an treh gand ar mistri.

 

War galetad ez aio stourm al liseidi kredabl braz, a gemenn Axel Nicolas, uhel gantañ mouez ar yaouankiz e skoliou Brest. Mond da vlokad an dépopetrol er porz a zo ano dioutañ pa grogo ar skol adarre. Warhoaz vintin da bem eur e vo kanfarted ha kanfartezed o vond war vale abred : tud FO, solidaires, SUD, CNT hag ar strobad labourerien war eur post stab-distab, ar re-mañ a vo en em gavet evel beb mintin er porz evid miret ar c'hamionou da garga eoul du. Kerkend hag echu ar manif e vo euz eun takad kenurcha hag a bado p'an deiz e ti ar sindikajou. Petra raio ar CGT hag ar re all amañ d'ar hweh a viz du pa vo manif braz adarre ? E kreiz ar roudour emañ ar sindikajou reformist, fin 'toare n'int ket prest da vond da loened doñv dirak troiou tort an impalaerig hag e vevelien. 


P1000556.JPG

Publicité

Publié dans social

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article