Mardi 15 mai 2012 2 15 /05 /Mai /2012 22:22

L'article qui suit a été rédigé samedi dernier lors de la matinée porte ouverte des classes bilingues de l'école Jacquard où sont scolarisés mes enfants,  pour des raisons de délai il ne pourra pas être publié dans l'édition du courrier du Léon de cette semaine. Vous trouverez aussi un résumé en français. Il reste encore deux ou trois textes autobios que j'ai déjà écrits et que je publierai sous peu avant de cesser définitivement envazao. Sur ce blog j'ai eu plaisir à m'exprimer en breton comme en français. Mais entre moi et le breton il y a comme qui dirait une prise de distance qui s'imposera très bientôt si je ne veux pas littéralement y laisser ma fragile carcasse. Merci quand même, surtout aux bretonnants du Léon. Bennoz Doué, car on ne remercie que dieu...

 



N’eo ket warhoaz e vo torret al lañs evid ar skoliou brezoneg-galleg en deskadurez publik. Splann e oa disadorn paseet e skol Jacquard. Deuet e oa deg famill nevez da doulla kaoz gand ar gelennerien hag ar gerent. Evid ar henta derez e kêr Vrest he-unan emaer tostig erruet d’an niver a gant bugel er hlasou diouyezeg publik.

 

Biskoaz kemend a dud da zeiz an doriou digor e Brest ! En eur ober deg vloaz n’ez eus ket bet gwelet kemend a vouj jamez etre klas ar re vihan hag ar re grenn. Tro o-deus bet tadig ha mammig da zelled ouz oberennou o bugale. En o zouesk e oa ar brava tresadennou bet gwelet biskoaz war an douar, anad deoh. Klinkaduriou fresk a vezo dizale war ar mogeriou er gêr douetuz. Ar gerent nevez erruet a felle dezo gouzoud peseurt mod enskriva Yannig pe Katellig a-benn an distro skol e miz Gwengolo. Taolet o-deus aked braz ouz displegaduriou ar pemp mestr : penaoz e vez rannet an implij-amzer etre an diou yéz kemend-ha-kemend, peseurt mod e tesker konta ha lenn e brezoneg deuz ar penn kenta. E-se eur banne kafe, kouign hag all zo bet profet d’an neb a gare.

 

“Al lodenn vrasa deuz ar gerent ne gaozeont ket brezoneg”, a zispleg Elizabeth Merceron. Eur vamm a zaou vugel a zo anezi. “Peb hini zo libr”, eme ar vaouez a zo e penn ar gevredigez Div Yezh e Brest. Koulskoude ne vezo ket re ziwezad biken d’an neb a fell dezañ deski evid toare. Just a-walah, berz braz a ra ar henteliou brezoneg, a vez anezo beb sizun dindan aozadur Sked. Enno e vez desket brezoneg gand tud gour ive. Lod n’o-deus ket a-walah a amzer evid mond d’ar henteliou sizunieg ? Bez' e hellont paka tammou brezoneg e ti Sked war-eeun. Diou pe deir mintinvez ar bloaz e vez aozet abadennou evid ar re ne ouezont tamm brezoneg ebed. Drezo e teskont d’an daoulamm penaoz ober war-dro ar vugale gand frazennouigou premdezieg, brezoneg berr-ha-berr.

 

Klaskerien soñjou

 

Skol vrezoneg a zo evid an oll eta. Evid an dud koz zoken ! Annezidi ti-retred Kergwenn er Gazeg Wenn o-doa greet anaoudegez gand moused Jacquard e miz Gwengolo. Amañ da fin ar bloavez e vezo gounezet ar patatez bet plantet gand ar re goz hag ar re yaouank asamblez. Kar plijadur ha mignoniez nevez a vez etre ar vugale hag ar retredidi da-geñver “klaskerien ha treizerien soñjou”, eun aridennad a emgaviou kaset en-dro e brezoneg azaleg an diskar-amzer beteg an hañv. Kemend all a blijadur o-deus bet ar gerent disadorn vintin oh ober tro al liorzig-deski dindan an heol en tu all da borz-c’hoari ar skol-vamm. Kaoz a zo bepred euz digoradur eun eil hentenn diouyézeg a-benn an distro-skol a zeu. E Kerargaouiad an hini eo e vo digoret, kerkent ha miz gwengolo, gand ma z ay beteg penn. Gand-se e oa laket kondision da gaoud pemzeg bugel enskrivet da vihanna, greet eo. Koulskoude n’eo ket bet ofisializet an digoradur gand an ti-kêr kar ema ar ger diweza gand ar rektordi. Muoih a ze a vignoned o-defe ar retredidi e Brest, brezoneg, patatez hag all !

 

 

résumé en français :

 

Portes ouvertes à l’école bilingue

 

Le succès des classes bilingues se confirme à Brest d’année en année. Samedi dernier, l’école Jacquard a ouvert ses portes aux visiteurs. Près de dix nouvelles familles sont venues visiter les locaux et échanger avec parents et enseignants. L’enseignement primaire public à parité horaire en français et en breton concerne près d’une centaine élèves sur la seule ville de Brest, un nombre en augmentation constante depuis dix ans. De mémoire d’enseignant on n’avait jamais vu autant de monde en pareille occasion. Il y avait de l’animation samedi matin entre les classes des tout petits et la grande section. Une nouvelle fois les oeuvres d’art enfantines ont été source d’admiration. Les parents d’enfants bientôt scolarisables ont été tenus informés des modalités d’inscription à-partir de la rentrée prochaine. Les cinq enseignants bilingues ont expliqué le déroulement des journées de classe ainsi que la répartition de chaque langue, notamment l’apprentissage de la lecture et du calcul en breton dès le plus jeune âge.

 

 

 

« Parler breton n’est pas une absolue nécessité pour les parents », précise Elisabeth Merceron. La présidente de l’association des parents d’élèves de l’association Div Yezh Brest ajoute cependant que les cours pour adultes recueillent un vif succès auprès d’un groupe de parents qui apprennent chaque semaine à Penn Ar C’hreac’h. C’est également sous l’égide de Sked que des matinées sont organisées ponctuellement à l’intention de ceux qui désirent se familiariser avec des tournures basiques à utiliser à la maison avec les enfants. Il est à noter que l’ouverture d’un nouveau site bilingue est à l'étude pour la rentrée prochaine à l’école de Kerargaouyat sur la rive droite. Le seuil des quinze inscriptions a été franchi. 

 

P1020286--3-.jpgP1020291--2-.jpg

Par envazao - Publié dans : skol - Communauté : envazao
Ecrire un commentaire - Voir les 2 commentaires
Vendredi 4 mai 2012 5 04 /05 /Mai /2012 11:31

Puill ar gaoz disadorn paset gand Patricia Niel, paotrez chik anezi e penn Kann Al Loar, ha savet ur pennad da heul

 

 

 

KAL12 (2)

Par envazao - Publié dans : goueliou - Communauté : envazao
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Jeudi 26 avril 2012 4 26 /04 /Avr /2012 09:43

War baper e oan krog d'en em zoñjal tri bloaz a zo pe ze. Padet moa pellig a-walah gand Ya!, beteg ma oa eet ar puñs da hesk. Devi ar goulou ne rin ket avad an dro-ma, na redek da baka treid ar mestr pa grog da isa. Ki gouez ma z'on, pedi a ran an absolvenn diganeoh en araog pa za va zoñjou war ribotal. Ne vezo ket na treñket na tourgouillet al lêz ganin, michañs.

 

Deom de’i evid war zujed ar brezoneg a-vremañ. Er bloavez daou vil daouzek n’eo ket touet e vije eun dra bennag a deufe tost d’eur Brezoneg digomplekset. Ma doue, digemplezet a ra unan bennag, pe zaou.


Brezhonegerien  XXI a weler war ar post télé, koulz war an urjiataer. Petra ar hurun en ifern yen  'sinifi ar re-ma ? Eur pab nevez, eur c’harnij brezel. Benead XXI pe B21’s. Nag a boan.  Peseurt frankiz a zo evid ar re a zo etre Machinbistrak Warnugent ha brezhoneg Tro An Ti ?

 

Tro An Ti. T’n’T ken a tarz. Mond a ra founnuz mad an etikededennou war an télé gall. Lakad pennou er homboutchou, bouj ebed ganto, pe kalzig a ardou tro ar pod evid eur zoubenn dreut. Fei', labour zul labour null.

 

Ne oa ket deuz ar seurt ardou er podad soubenn ‘kreiz an daol gwechall evid ar vrezonegerien a zo en em gavet en o daou ugent vloaz pe ze en deiz hirio. Gwir eo n'ez eus ket eun niver braz spontuz ahanom, nag ez eus en oajou da heul. Fê, goap pe difoultr a zo bet greet ouz or seurt alies pe aliesig meus aon, pe ve er bed braz pe ve e bedig bed ar brezhoneg. Fê, goap ha difoultr a reem en distro. Ni oa an nihilisted e penn an dalar. No future, da zont ? Da hasti.

 

Tro 1950 'toare e oa mouget ar brezoneg. Ret oa gedal beteg tro 1972 pa oa krog da glask e Alan en dro a-ziwar leurenn an Olympia. C'hoaz e jome berr ar c'hwez gantañ. Bez e oa Channig ha Charlez evid trempa an douarou gand eur bannig oksijen hag azot, traou naturell. Pennad a oa ganto, eur vunudennig ha riñset kerkent. Soubenn vunut da lipad etre ar podad kig moh, kaol ha patatez dabuchur. A boan amzer da laosker bramm pe breug hag e oant eet diwar ar skramm. Buanoh ez eent eged Aotrou Sikloped-Desproges hag e vunud munut.

 

Feiz, gand Charlez hag e wreg oa eur vunutenn a-galité da gaout war ar pemdez. Riskl ebed da zevi ar goulou. Karantez tost ha karantez gwell evid ar brezoneg, aze oa ken a yoa. Boulhet oa an ero gand an daou bried. Resped deoh.

 

Bremañ ? O turiad er biskili emaom meus aon. O c'hwennad tro an ti. Dare om da baka an oaled adarre. Nemed fuzeenn brezoneg XXI a vije o c'hortoz ? Echu dija mare ar brezoneg hors-sol p'ema o vond da baka leur nevez war al loar. Skei a raio brezoneg XXII war Veurz, pario.  

 

Feiz, ken pell hag e c’hellan kas va eñvorennou a vous war gil, deuz ar brezoneg ne jome ket kalz a lusk du-mañ. Dioutañ oa eur gwallbarlant mêz ar jeu. Tadou koz o yéz ar vez ne lake ket kalz a ziouskouarniou da drei daveto. Teodou an oll gwragez a droe forzik, hardi, asidu. Koulskoude e oa eet an heol hebiou d’ar c'hanndi abaoe pell. Marmouzigou difoultre a oa o lavigad tro war dro :  pennouigou dall, mut ha bouzar. Pouloudennok on diouskouarn, begou mouchet ha daoulagadou serret.

121894_fr_lestroissi.jpg

Ar brezouneg ? Eun estren d'ar poen-hont. Estreniet oa bet  en e vro, dre ziou wech. Kollet e oa bet e enor. Tonket e oa da vervel. Eur machin bennak a oa deuz an tamm langach brujunnenok. Miret e oa an tañva ouz teodou ar yaouankizou, difennet ruz.

 

Ne z’eus ket gwelloh eged eur seurt difennerez evid moustra war zantimanchou, mouga ar c’hoantchou e-barz e Yann Vous ha Katell Mouzed. Kontrol da ze, c’hoantegez hag avi o devoa kavet ludu ha temz evid kreski forzik. Bez e oa eur hoz yéz louz brein o vervel en or gichen, o tistumma bugale, pe o stumma lod. Troet eo va zamm krampouezenn war an tu mad warlerh, a varo ema o vond da veo. Planta buhez eo bremañ, skrid ha komz, keit ha ma z'eus esperañs. Falhet an ankou, marh treut, karr hag all.

Par envazao - Publié dans : brezoneg - Communauté : envazao
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Vendredi 13 avril 2012 5 13 /04 /Avr /2012 14:15

Beb lun noz war ar porz a goñvers azalek nav eur noz e vez fest noz en Tara Inn. Beteg eun eur eo digor al leur n'an neb a gar seni ha dañsal. E-barz le Courrier du Léon - Le Progrès de Cornouaille ar sizun-mañ ez eus daou bennad skrivet ganin diwar-benn an abadenn estonuz-se hag he heñcher Vincent Garcia. Gand e strollad Orludiato e vez kaset an ton war raog, frankiz da heul.

 

Tous les lundis au Tara Inn à Brest se retrouvent sonneurs et danseurs de Brest pour un boeuf dansant mené par Orludiato et son leader Vincent Garcia, l'organisateur du fest noz de début de semaine a bien voulu livrer ses impressions pour le Courrier - Le Progrès.

 

Top-copie-2.jpgTop-1.jpg

Par envazao - Publié dans : muzik - Communauté : envazao
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mardi 10 avril 2012 2 10 /04 /Avr /2012 13:04

N'eus ket pell a zo e oa bet kinniget din gand Klemañ Soubigou mond d'ober eun dro vale da veza enrollet ar zon anezi evid Radio Breiz Izel. Bordig ar Penfell oa choazet evid konta koaz euz a beb seurt : Armand Robin, an Arsenal, diskenn Kervalon, setu da heul al liamm hag eun nebeud skudennou evid hentcha an tamm kaoz.

 

link     (4 a viz ebrel)

 

Nouvelle-image-copie-1.JPGP1020203.JPG

P1020221.JPG

P1020215.JPG

P1020219.JPG

 

 

Par envazao
Ecrire un commentaire - Voir les 2 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur - Signaler un abus - Articles les plus commentés