Douarnenez, eur wenervez, endervez er festival

Publié le par envazao

Evel beploaz pe dost ez an da festival sinema Douarnenez. Ennañ e vez kinniged d'an dud sellet deuz filmou a beb seurt, diellou ha faltazi. Ar bloaz-mañ e oa bet laked Afrika Ar Su da dem penna ar sizunvez. Pedet e oa tud deuz ar vro-hont pe a leh all da gaozeal diwar benn ar filmou, da brezegenni diwar a beb seurt tachennou, e-se er saliou teñval pe war blasenn zigor ar gouel dindan an deltenn vraz.

Tri film n'am eus gwelet ken, ha ne oant ket diwar benn Afsu na greet gand den ebed deuz bro ar rainbow nation, hini ar ganevedenn c'hwi oar mad. "Plus jamais peur" a oa bet savet gand Mourad ben Cheikh. Gantañ e teu skeudennou beo buhezog euz an dispah e Tunizi. "Thank you Facebook" a c'heller lenn war vogeriou Tuniz, unan euz ar graffitiou hag a ro lamm ha dislavar d'eun dispah a oa bet greet hini ar Jasmin gand den na oar piou bennag... "Ne jaoj ket gand ar re varo", eme eun den. Setu avad eur film a laka an arvester da dridal ha d'en em zoñjal euz ar frankiz pa en em gav en tu all da doull an nor.

Plin

Distro da Vreiz Koz gand "Marsel paotr plaen", en e vro e klever "Marsel paotr plin" kar e mod-se e vez distaget e Larruen (Lanrivain) e Kerne Uhel. Marcel Guilloux, setu avad eun haner a-feson n'anavezen ket kalz diwar e benn. A-drugarez d'ar realizatour Sebastien Le Guillou e weler hag e klever an den oajet a vloaz ha pevar-ugent o konta diwar-benn e yaouankiz da genta, e zaoulagad distreset abalamour d'eur berrwel hag en deus miret anezañ da guitaad e vro genidig. Da houde e teu kanerien vrudet evid rei an diskan dezañ en e diegez, mond a reer d'e heul euz porz al leur beteg e-barz an hangar. Tro an daol prestik goude e paker eur walh a blijadur o selaou Marsel gand Marthe Vassalo, Annie Ebrel, Kemener, Marchand ma plij, e-se tud yaouankoh o tond d'ober ton da Varsel paotr plin ("gand eun "n" ha n'eo ket daou evel ma oa bet laked gand Alan Stivell kuites da gleved plein gand an dud da houde", gouez da  Sebastien Le Guillou yantao).

Dédé Ar Meut n'eo ket mud

"Merci Dédé" on bet milblijet gantañ. Kemend a levenez a oa er zal pa oa straket fors pegemend. Eur soner bombard  ha biniou brudet kaer a zo deuz André Le Meut, kaoz a zo ive euz e vugaleaj. Setu eun den na gaozee ket en tu-mañ d'an oad a bevar bloaz, klozet ar paotrig warnañ e-unan med digor mad e ziouskouarn pa denne e vad euz kanaouennou e vamm. Ma doue, piket mad oa bet pa c'heller ober ano euz eur maill diwar an abred, desket pep tra gantañ e-unan ken ez a da gas e varregeziou d'ar sonerien eun tamm partoud, kalz pelloh eged bagad Lokoal Mendon hag a oa penn soner anezañ beteg n'eus ket keit a zo. Eur pikol labour dastuma toniou a vez kaset gand eur pikol den, ouspenn dezañ da gas ar son hag an ton war eun ton dudiuz (Iliz santez Anna An Alre gand an ograo en e gichen, biskoaz bravoh).

Hag or yéz ?

Diouz péz a oa bet lavaret war brogram ar festival e vije brezoneg da gleved er festival. "Tro dro d'an davarn", gwir bater e oa diouz or parlant. N'ema ket tost euz yéz on tadou koz a zo en neñv. Feiz petra ar foeltr a ra pa oa moaien da droha eur glabous bennag hag eun all d'an traoñ. Gweled z'eus bet pennou braz ha pennou krenn, reou kraz ha reou brenn. Kazetennerien ar radio o puka o mikroiou dindan meur a fri, dilennidi, aktourien hag implijidi ar brezoneg, mevelien ha mistri asamblez diwar zour pe bier, kemend-se war eun ton peurzesket. Eun drugar eo lakad brezoneg eun tamm partoud e festival Douarn', dond a ra e penn an ero beb tro ma vez kinniget eur film. Salo ma vije klevet brezoneg er prezegennou goude ar filmou gand ar re a hoar kaozeal ken brao ha Bastian Gwillou. Feiz, mond a ra-eñ e galleg, evid beza komprenet gwelloh gand toud an dud ya kredabl. Eun druez ez afe da goll !

Publié dans cinema

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article
T

Me greda 'walc'h ema Laruen ba Bro Gerne... Kazi sur on mem...

Répondre
E

reizet eo bet, bennoz deoh pôt'