Kant vloaz Ofis Sañtral Landerne : lañs a zo

Publié le par envazao

Disadorn tremenet e oa roet d’ar re intereset da houzoud war beseurt mod e vo kaset ar staj a denn da gant vloaz Ofis Santral Landerne, dindan youl Blaz Bazhvalan ha Ti Ar Vro Landerne-Daoulaz.  Digor a zo bepred war an nor evit degemeret tud all.

 

Eur film berr greet gand ar stajidi a vo roet da weled en disorh, savet e vo ive eur sketch ha reportajou evid ar radio, pennadou evid ar gazetenn ha c'hoaz a vo. N’eo ket toud p’eo bet dibabet ober kont euz enzavadur milvrudet Ofis Santral Landerne da-geñver diskouezadeg istor ar vro war ar pont koz. Eun ero puilh a oa bet freuzet gand Hervé Budes De Guébriant kerkent ha 1910, tud an iliz ha mistri ar vro krog da labourad asamblez,  ano ganto da wellad al labour douar. 

 

Kompren ha rei d'an dud da gompren penaoz ha perag e-neus greet kement a verz an OSL, gand-se e vo emgavet pennou braz, krenn ha munut gand kemend a fred da rei d’ar stajidi. Maget vo ar gaoz hag al labour gand Yann-Ber Thomin, Alphonse Arzel, (bet o verañ OSL gwechall), Jean Neger (kev. Ainés Ruraux), Louis Ellegoet ha meur a hini all bet er JAC, an MSA, Triskalia Coopagri, c'hoaz e vo tennet o mad digand peizanted ar vro.

 

D'an eil warnugent a viz Genver e vo eus an endervez kenta e Landerne azalek div eur, evid ar re o dije c'hoant gouzoud hiroh :

 

 

tiarvrolandernedaoulaz@gmail.com

 

Kristian Ar Braz : 02 98 21 30 59

Publié dans labour douar

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article