Kiosk a-dreuz (1)

Publié le par envazao

Kinnig a ran  ur rubrikennn nevez d'o daoulagad, tro ar c'hazetennoù e penn kentañ ar sizhun, traoù pennaouiet war an internet pe war baper du-mañ ha pelloc'h :

Bizhin glaz, ar beuz hag an neuz

Nicolaz An Hulot, dilun en arvor war an aochoù. Pres a zo tro dro d’an helikologour. Mont a ra mat ar jeu pa z’a an Telegramme da beuriñ ar bezhin bet kac’het gant diaouledigoù a Dregeriz. Emañ Yann Poltrejer o c’hoari gant ar vountounenn, pouez ha dibouez, klink ha klak kodak, n’eo ket ober ardoù eo. Cheese ? Va ridell gant ar vousc’hoarzoù ! Stanket an uioù er revrioù glas. Keuz ha neuz, reuz ha beuz, dont a ra glanndour ’leizh ar minkanikoù . Pezhiadoù trakteurien diesel a vo gwelet ivez, o karzhañ an ampoezon a-benn da Geredoullfler. Feiz, takadoù glas zo aet hebioù d’ar firc’hier evit ober ton d’ar stourm helikologel. War ar fotoioù ne welot netra a dostafe Nikolaz d’ar c’hezeg direizh. Poltrejet oa bet an drakterien pellik araog e vizitadenn, fasil. Ma, Nikolaz Julod a-goublad gant mastodonted Massey Ferguson trokein dezhañ, un druez vije bet ar gwell, un diskan d’ar c’han ha d’ar c’homm.

 

Gwer pe glas an Nikolaz ? Mat pe fall, se zo un afer all. Daoust ha marc’hata a raio gant ar sosialisted evit isañ anezho da vont diatom diwar batrom an Alamagn ? Feiz ma doue, hir eo an hent, n’omp ket en em gavet. “Arabat da vro C’hall  skoachañ  he fenn en ur sac’had glandour“, a lavar an helikologour, tostik kredabl. Fukushima, Lokmikael-An-Traezh : ur stourm, ur stourmer... ha lod all stourmet outo. Komzoù c’hwero a zo gant paotr e vrec’h torret, kouezhet un taol-imor warnañ pa oa bet pilet eus e velo. Ma, pouezañ war ar pedalennou a rankimp-ni, bec’h a vo pa vo devet ar c’houlaouennoù, defot da gaout lubrisité da gouezh-noz.

 

Ne ouezer ket re vat hag-eñ e oa ur voutegad konkombrez bio buhezok gantañ war lost e velo. Mat, war Ouest France ez eus ur bern a denn da afer ar gonkombrez. Diouer a blas a zo e ospitalioù an Alamagn evit ober wardro ar re zo bet distreset o bouzelloù, ha ni gwallbaket e Penn Ar Bed gant bakterioù fall ivez. Nag a boan gant tout ‘pezh ‘zo glas : bezhin, konkombrez. Helikologour, lapous an ankou war an tu kleiz, gwallreder marc’houarn ? Pep hini ’ra e soñj diwar-benn Aotrou Hulot.  Un dra zo splann, pase poent eo debriñ konkombrez bet gounezet du-mañ. N’eo ket lonkañ bakterioù a vije gouest da lazhañ ur pemoc’h a vro Dreger, pe  a lec’h all !



leksek :

  - minkanikou : mekanikoù tennañ poltriji, luc’hskeudennerez e brezhoneg peurzesket

-  lubrisité : tredan, gwechall (panevetañ e oa lubrig ha lavig ar jeu, da grediñ a zo)

 - ur voutegad : ur panerad, e bro Leon

 

Publié dans tro ar c'hiosk

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article