Mond da weled Marsel

Publié le par envazao

Deh pa vedon gand va hent ha dirazon eun eurvez a frankiz ez on eet da renta bizit da Varsel er Vourh Wenn, fin, e parrez Plabenneg ma e chom, tostoh dah ar Vourh Wenn. Madik ez a an traou gantañ. Ne hell ket mond d'ar henteliou brezoneg ken. Eun druez eo kar diouer a ra sur d'an deskidi ha d'ar mestr douetuz braz. Yah eo ar yez bepred gantañ. Bep tro e teskan troiou nevez : eul langacher a veze greet dah unan na ouie kojeal brezoneg prop', brezoneg saout gand al langacher ! N'eo ket ar henta drovez e tigouezan gand eun den en oad ha ne blij ket dezañ pa vez geriou galleg e-mesk ar brezoneg... me gav dign eo bet fourret en o fennou e rankent dispaka propik gand beleien ha mistri asamblez. Ar pez a dalveze d'ar galleg a deuas da veza gwir evid ar brezoneg. Diwar ar seurt ne oa yez ebed a deue mad ganto e fin ar gont ! Langacherien toud !

 

Maread a langacherien a zo e brezoneg hirio, koulskoude e ranker lavaret n'eo ket fall sila gallegachou e-barz pa vez blaz ar vro ganto. "Ne z'afen ket da zigas brezoneg an naontekved kantved na sila geriou kembraek evid puraat va langach", am eus lavaret da Varsel. Gwelloh eul langacher mad eged eur gwallyezour.

 

Traou all, "war an tu kleiz daou gilometr dahalemañ e weli eur park hag a zo bet devet gand ar roundup, ne chom netra dahoutañ". "Z'eus ket zroad ken da lakad roundup" a laka Chan, bresk an ton ganti dirak gwallardou peizanted a-hirio.

 

Brao vo an amzer en hañv, uhel an neichou pik. Heñvel en doa lavaret va faeron Tijeañ eiztez a zo. Salo ma vo gwir, ha doue ra ma vije echu gand gwallbeizanted gwalla an douar.  "Al laboused a hoar gwelloh eged an den", gand ma chomom beo, brao an nij hag an neich ganto ! Kenavo Marsel, maro pe dimezet, n'ra-he zo brao ive ! Kenta tro e Kergoad parrez Plabenneg, harzou ar Vourh Wenn !

Publié dans labour douar

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article