Trouz en Aberiou ha Kan ar Bobl, skoaz ouz skoaz e Plabenneg

Publié le par envazao

Bro an aberiou a vezo daou zour en he richer ar bloaz-ma, seul vuioh a dud a deuio da gana ha da zañsal d’ar pevar, d’ar pemp ha d’ar hweh a viz Meurz e Plabenneg. Hir eo an hent betek Pondi, nebaon e bro Leon gand ma teu gwad yaouank da blanta buhez ha startijenn er jeu a-barz gourenna gant ar pevarzek bro all a laka ar bobl da gana ha da seni. 

Kenstriva a vo greet war eun ton braz ar bloaz-ma e bro Leon. Tro a vo da houlenn digor gant doriou alaouret Pondi, leh ma vo deuz tro diweza Kan ar Bobl e miz Ebrel. Spered ar gouel hag ar yaouankiz a vo anezañ e Plabenneg euz an eil penn d’egile pa ne gousto nentra ebed pe dost d’an dañserien na d’an arvesterien evid mond e-barz. Na pa vije d’ar marhad mad a zo bet lakeat evit ar fest-noz d’ar zadorn hag ar fest-deiz d’ar zul e vo digoust kaer an abadennou. 

 

 

pelloh da lenn war

  ya

 


Publié dans goueliou

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article