beuz fiskal

Publié le par envazao

Sko war ar c’hant mil ! Emañ Herve Lossec hag e levr “les Bretonnismes“ o c’houlenn digor digant baradoz an embann e Breizh. Daoust petra a laka an dud da bennfolliñ gant ur brizhlangach a oa bet dispriziet betek n’eus ket pell a zo ? Pa vezont o tidouezhañ er brezhonekadurioù e sav un tamm lorc’h en enno. Pelloc’h aze ez eus anv eus ur fenomenn gevredigezhel, mar plij !

Goulennit gant tud Skol Vreizh mont pelloc’h war hent ar perak hag ar penaos. Prestik e weloc’h n’o deus tamm mezh ebet pa c’houlennont diskoachañ ur mailh war ar sokiolougourezh evit dont a-benn eus ar fenomen. Kaer en dije klask penn d’ar vazh hud e chom Paolig Kombod da zibunañ sifroù sebezus : “daou vil skwerenn a oa aet e penn kentañ Miz Here, un daou vil bennak all pemzek dervez warlerc’h, dek mil ken buan all, un hanter kant mil prestik goude“. N’eo ket tout pa en em gaver tost da 70000 e penn ar goroadenn ziwezhañ. Koulz lavaret n’eo nemet ar pempvet gwech e teu kasedadoù levrioù fresk er-maez eus an ti moullañ. Evel-henn e ra kont Herve Lossec : “ pegen dillo e oa bet riñset ar stalioù ! Eurusamant eo echu gant an diouer abaoe an 28 a viz Du“.

A-distribilh

Douetus e oa joa ha levenez war un ton c’hoarzus e tiegezhoù pa oa dibunet tammoù a dalvoudegezh tro an daol etre ar Yar Indez hag ar wastell Nedeleg. Tamm ha tamm en tu all d’ar pellgent e oa brezhonegachoù da lenn betek er Journal. Arabat klask pemp troad d’ar maout, paket eo Yann Vreizh gant ar galleg saout modern, brezhonekadur zo plijadur. “Hubert Coudurier zo krog da ober implij eus troiennoù evel a-distribilh, traoù all gant pennrener an Telegramme“, a soñj Paolig Kombod evit reiñ muzul d’an erv bet freuzet gant levr Herve Lossec.

Herve digamembre

Klask a zo war Herve Lossec, bremañ e vez gwelet e fri-tougn en télé, hag e Roazhon, e Naoned, betek e Paris a-barzh nebeud. Daoust ha mont a rafe Herve Lossec dac’h a Blouzeniel war ar bern teil evit kement-se ?  “Ne cheñch nentra en va buhez“, emezañ. Ma vije anv da lakaat danvez e eostad e-skoaz gant levrioù all skrivet e galleg e vijer techet d’ober kont eus tud brudet evel Alain Rey peotramant Calvet ha Veronis gant o sarkozachoù, e-se. Gouez da Herve e-unan e ra levr ar vrezhonekachoù « ker koulz ha eureier Jean-Marie Deguignet hag Erwann Vallerie ». Dare e vije an nen da lavaret dezhañ n’o doa ket graet ar re-se kement a werzh e-korf  tri miz. Gant al Leonad eo gwelloc’h mont gouestad gant ar pour, kuites da voueta treujenn hag all. “Souezhet marv on bet, skrivet em boa al levr ’giz ma teue“, emezañ, grik pelloc’h. Kas al labour selaou, notenniñ ha soñjal betek penn en deus gouezet ober, hardizh hag asidu betek ma oa dare d’an oberennig da vont da oberenn vraz gant youl Skol Vreizh hag a-drugarez da Nono evit an tresañ.

Memes brezhoneg

Hag an dud trowardro mit-hu ? Tud a Vreizh Izel hag a belloc’h ? Petra an diaoul zo peg enno p’o deus lammet war “les bretonnismes” betek ma rae diouer dezho e penn ar sizhun gentañ ? Pe ‘trouz a glevont war an douar ? Petra lavarfe an Aotrou Sokiolog ? Peseurt mister bennak a zo kuzhet dindan ar garreg ken ez int prest d’ober ur bloñjadennig war glask un tamm eus o heritaj a-zidouez ar peñze ? Sur awalac’h o deus kavet ul langach a zo o hini dezho, ur sac’had tonioù hag a zo blaz ur brezhoneg gwiroc’h eget gwirion, liv, c’hwezh hag all. Pa soñjer eo marc’hatmat dezho souban o fennoù en ul levr a zek euro, ur strobadig paper a zifoupont ur wech an amzer evit ar plijadur. Mont da gentelioù brezhoneg ? Re ger, re hir, re ziaes pa n’eo ket memes hini ! Brezhonegachoù Lossec n’int ket disterachoù e galleg saout war an talaroù, nag ez eo brezhoneg peuzdesket er skolioù ha bresk an ton gantañ war dreuzoù ar bed. Gwrizioù ur yezh int perc’henn warni an hini eo, ‘tra pelloc’h.                                  

Pennad skrivet evit YA !

Publié dans langach

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article