Breiz o veva er ZUP e 1971

Publié le par envazao

http://www.ina.fr/fresques/ouest-en-memoire/parcours/0010_1

m'ho peus eun tamm amzer da voueta e helloh mond da welet an trede reportaj e Bellevue, "Gwel Meur" nemed evid tud paouroh eged ar re a zo e chom er Gwelmeur en tu all da greizkêr. 

Brezoneg "klapob"*  a heller da gaoud a-drugarez d'an INA ha da lehchienn "ouest en mémoires". Vad a ra e vije miret kaoziou talvouduz dispaket daou-ugent vloaz a zo, digand an dud a oa o chom e ZUP Brest 2. Echu eo ar "zupite" a-benn brema ha kalzig a dud a zo kontant da gaoud loj e karter an albatros (kleub hoke-skorn), rinkla stadiom, levraoueg, servichou sosial evid ar vugale, tachennou glas a zo mad da gaoud bord ar Penfell. Mendare peseurt zo eet an dud a weler ama da veza, peleh emaint o chom, daoust ha maro pe beo int ?  hag e ZUP Brest 2 emaint o chom, pe er Bergod, e Kerbernier e-kichen pe e Lambé, pe e leh all ? ha klevet e vez brezoneg ganto atao ? piou oar ?

me blij dign mond da bourmen bord ar Penfell, evid redek ne z'eus ket gwelloh p'eo bet kempennet heñchou deuz ar henta beteg ar gazeg wenn. Anavezet meus tud hag a oa o chom er Brest deux, krennarded e oant hag eveuruz e oant pa oa deut digarez dezo mond da haloupat ar pella ar gwella deuz ar Penfell. Mo-se ma kont !

*e giz ma lavar eur vaouez er film

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article