c'hweh miz, oliva an ton

Publié le par envazao

C'hweh miz pe dost emaon o vond hag o tond gand ar blog-ma, da lavaret eo eun hanter-bloavechad. Pez a ra eun amzer war an daou az a d'ober eur bloavez koz, ar goañv an hini eo en dro-ma... Michañs n'am eus ket lavared re a gonerachou war envazao, ober gwelloh a rankin ober, n'eo ket marteze. Dipand din lakad nebeutoh a geleier giz journalism a vezo ganin en va zah da ober. Kregi en dro gand barzonegou ne vije ket fall, pe vent war eun ton braz pe eun ton lijer. Evid a zell ouz ar polemikachou e vije emzavoh din lakad traou skañvoh er jeu ive, ya... gand an heol o tond war wel e koz Brest koz. Sur mad o devez  diegi an dud pa deu ano da droha kaoz a-ziwar eur pennad a gaoziou livet diouz billou fall o tiverra. Bez e oa unan bennag o lavaret din e vije sachet muioh a dud ma skrivefen e peurunvan. Deut on a benn da zisataga eur mod skriva hag a zo blaz ar skolveuriek ganta, hag an toniou anezañ ive, a gav dign tao. Souploh eo skitur ar chaloni (ar chalonieg !) evid gwrichenna ar yez. Diouz a zoñje da Remi Derrien, doue d'e bardono, ne ginnig netra en tu all da ziazezou, peb hini zo lib' d'e stumma ha distumma evel ma kar. Ne ra ket kalz a van pa houezer mad ez eus nebeud tre a dud hag a oar lenn brezoneg e fin ar gont, ober galleg zo mad ive neuhe. Ar re a zo o teski a blij dezo kaoud eur skritur rik ha divouj, marteze awalah, red eo soñjal enno ive.

 

Pa reen ano abretoh euz eun ton lijeroh ha farsusoh ho pezo ho keusteurenn da denna diwar ar sit brezhoneg digor dindan rubrikenn desseniou goap, unan diouto am eus bouetet hag e roan saludennou d'an den e-neus roet stumm ha ton da va joñjou, salo ma vijen barreg me-ive, re bounner eo va dorn a gleicher, ne ra ket kalz pa gavoh ama dignan :


ya_d_a10.jpg link

 

setu ama dindan "an destenn vrezhonek da sinañ", eun tamm founnabl a charabia, ruzmezet am eus ar geriou diententabl penndabenn gand Yann ha Katell Brezhoneger, ar re a zo e penn an tiez kêr a gav gras pa lennont al lodenn e galleg ! Ha c'hoaz a zo pa zoñjer eo bet dilezet ar ger foran gand on Ofis en o rikou evid sila ar ger "publik" en e blas. Re dost edo foran euz foraniñ a dalvez foeta arhant, gaspilla arhant, pez a deu brao ha barreg gand Lena Louarn hag e henserted. Setu ta, n'eo ket souez e vije trouzusoh bemdez ar c'hoarz hag ar farz a vez tennet gand an dud er vro pa lennont ar seurt ofisialachou, pez az a da lakad talvoudegez eur seurt dezo :


Ni, obererien ar  gedvuhez a sin amañ dindan :

a  ro  da  c’houzout  e  roomp  hor   ger   da  gemer   perzh  en  un  argerzh  a  zisoc’ho  war  

adsavidigezh ar  brezhoneg evit ma tizho hor  yezh he live diorren uhelañ;

a embann e vo renet an argerzh-se gant ur  steuñv terkañ yezhel a vo kaset da benn :

— en ur  zielfennañ stad ar  yezh dre c’hennad ha dre dakad bro ;

— en ur  dermeniñ an diarbennoù terkañ da vezañ kemeret da bep live ;

— en  ul lakaat  e  pleustr   engouestloù  fetis   ha  mennedik  obererien  ar   gedvuhez  o 

kemer  perzh en e savidigezh;

hon  eus   c’hoant,  dre  al lusk  engouestl  hag  emglev-mañ,  da  lakaat  splann  youl  hor  

c’hevredigezh  da greñvaat ar  brezhoneg.

Digor  eo an Emglev Ya d’ar  Brezhoneg, evel an argerzh engouestl a zeu diwarnañ, 

da holl obererien ar  gedvuhez.

An  tu  a  zle  reiñ  d’hor   c’hevredigezh  da  ziskouez  pegen  mennet  eo,  a -drugarez  d’ar  

perzh kemeret gant an holl nerzhioù sokial a ya d’he ober.

Ni hag a sin amañ dindan, hon eus  c’hoant ma vo lakaet diarvar  dazont ar  brezhoneg 

e Breizh a-bezh en XXI vet kantved gant an Emglev Ya d’ar  Brezhoneg.

Publié dans mystères de l'ouest

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article