kaoziou SMS a laka beh war al lenn ?

Publié le par envazao

numerisation0003.jpg

(Kiosk a-dreuz # 6) 

 

Kavet meus eur pennad a interest war Newsweek ar sizun paset. Ennañ e vroud eun den anvet Niall Ferguson kaoud penn pe lost d'an daremprejou a vez en deiz a hirio etre ar grennarded hag an eureier ("leoriou" e brezoneg desket). "Penaoz e teuio a-benn ar Stadou Unanet da hourennad gand ar yaouankizou all pa vez ken izel an niver a lennerien e rummad ar re yaouank ?", a houlenn an den. 

 

Evid lavared ar wirionez n'eus fin ebed gand ar yaouankiz pa grog da lenn. N'eo ket memez zoubenn evid-se. Amañ e reer ano euz ar pevar mil pe wardro a destennouigou SMS a vez kaset digaset e-korf eur mizveziad gand ar pennig Yankee krenn. Kement ha ken hag e zao ar hazetenner eur goulenn saouruz : peseurt a vo greet gand Yann Krennard pa deuio eun asteroid da skei e voulig war or boul deom-ni ? 

Setu ar rispont :

Cu later NOT :(  

 

Ke... No. Nann kredap ! Diouz ar pez a laka ar sondachou er SUA, en eur ober ugent vloaz ez eus bet eun digresk a nao dre gand en niver a dud yaouank hag o deus lennet eur leor en daouzek miz paset (anez konta a re a rankont lenn er skol pe en o labour). Lakom daou Amerikan yaouank, unan ne vo ken hag a ruzo e zaoulagad war eul leor beploaz, ha mad pell zo. Unan a zaou : pe Yann Amerikan a lenno pe e torcho e reor.

 

Feiz, eur penn mirer deuz ar henta a zo deuz Niall Ferguson. Dindan e galité a gelenner er skoliou veur koulz hag e hini a skriver e-neus embannet e oa dare ar bed da veza rivinet gand an Islam. Techet eo evel kalzig deuz an dud a-hirio en or hornog ken karet da zellet trokein dezañ en eur ober eur c'hruz d'e ziouskouarn pa wel pegen rivinet eo ar bed evel m'ema. E-skoaz deh ma doue, aze oa gwelloh ar jeu bepred, e-se eo anavezet ar gwerz.

 

Evid kaoud eun diskoulm a-zoare d'an diouer a lennerien e kinnig Ferguson, war eun ton fentuz, da voda tud yaouank e "Book Camp", aneza eun andred ma ne vije netra d'ober nemed lenn leoriou ha kaozeal diwar o fennou, kuid a liammou gand an diavêz. Me laka ar gwella tra a vije gand ar hanfardigou d'ober a vije devi an estajerennadou, neket en em añmerdi gand Shakespeare, Dante pe Virginia Woolf... 

 

Ha piou ema e penn ar bed a zell ouz lennerien yaouank ? Divinet ho peus : kostez China e kaver ar mailled nevez. Mendare penaoz ma kont e Breiz, penaoz en em denn ar vretoned yaouank, hag ar vrezonegerien ? Prestik, amañ da fin ar miz-ma pe araog e vo c'hweh leor hag a vezo embannet dindan Priz Ar Yaouankiz, en o zouez unan bet skrivet ganin : Tramor, son ha ton. Emichañs e vo kant a lennerien da vihanna evid peb leor, evel ma vez kont beploaz. Eun euriou n'eo ket evid ober tan, nag ez eo evid mond da vervel war lein eur berniad e Ker Soulaj. Kit da embann ar seurt kelachou, dre SMS mar plij ! 

 



Publié dans lennegez

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article