Brud Nevez # 288

Publié le par envazao

Kalzig a oa da lenn e Brud Nevez niverenn 288, danvez founnabl, rezonap ive. Abaoe pellig zo dija eo bet diskarget va helaouenn kareta gand pôtr e liziri hag e bakadou. Hini miz Gwengolo an hini eo evel just, evid Nedeleg hag ar brofouigou e rankin gedal pell c'hoaz. Pa vo en em gavet hemañ e toull ho tor e roio tro deoh da dañva tremen ugent pajennad a skrij hag a strafuill. E-kichen "Euz toull an hent da benn ar pont" ha "c'hoari poull" bet skrivet ganin e kaver danevellou "An hent glaz" gand Emmanuelle Gwenno pe c'hoaz "Planedenn" gand Stephane Ac'h. Bez ho pezo moaien ive da skrijal uheloh zoken pa lennoh eun destenn troet a-ziwar "An occurence at Owl Creek Bridge", eur bennoberennig a zanevell savet gand Ambroise Bierce e 1890.

Teñval ar bed

Pennou maill a zo deuz ar skriverien saoz hag amerikan pa deu ano da lakaad istoriou berr ha sachuz da vond en dro. N'eo ket ober skouarn vouzar ouz ar re-hont he deus greet Maguy Kerisit, an den a zo e-karg euz an embann e ti Emgleo Breiz. Pa houlenner ganti abalamour da betra ez eus bet choazet eun tem teñvalik awalah e laka ar c'hoant da "heja ar wezenn koko". Re wir eo, gand Brud Nevez ha ti Emgleo Breiz da vihanna ne vez ket goulennet gand an dud a fell dezo skriva ober o soñj etre sevel skridou joaiuz ha pozitivel, ober troidigeziou, pe c'hoaz tua paper evid yaouankizou figuz, etre trash, heroik faltaziok, SF ha gor. 

numerisation0004.jpg

Skridvarn ?

E korn al lennegez ne vankoh ket da lenn Mikael Madeg, savet eur goulenn gantañ : "Skridvarn romantoù brezoneg ?". MM a skriv c'hweh pajennad a-ziwar ar pez en doa lennet ez vihan, pelloh e vroud war ar poentchou a heller diazeza ar skridvarn warno. Interesuz eo ar pez e-neus Madeg da lavared, ha lipet brao. Muioh a vo dioutañ war ar sujed-mañ e BN a zeu. 

 

Radio Breizh

Evid kas an niverenn da benn ho po digarez da lenn eur pennad kaoz gand Lou Millour, unan euz ar baotred hag ar baotrezed az a d'ober skipaill radio Kerne. "N'om ket radio an emzao", emezi. Lakaad digor war "an implijidi hag ar gevredigez" a laka Lou, teatr ha sonerez da heul. Embann a ra eur griadenn euz toull ar c'hohu evid lennerien BN hag a vije kontant da ginnig traou war Radio Kerne, "profet vo eur stummadur dezo". Ha stumma a ranko ober pa houlenn abadennou a galité, a-live gand ar re a gaver war radioiou zo e galleg. Eur sakre abadenn a zo war an hent justamant pa oar mad Lou eo ret mad mond dreist eun nebeud kudennou, evel "al live brezoneg o tisteraat eun tammig". Poueza a ra ive war an internet kar drezañ e c'heller paka Radio Kerne hag ar radioiou all : Arvorig, RKB, RBG ha Plum. Bet on bet d'ober eun droiad war radio Breizh (http://www.radiobreizh.net/bzh/index.php). A galzig-kalz eo gwelloh eged ar Stalig a ranked furchal ha difurchal enni, fin ebed. Gwelloh eo ive eged trei ar bountoun e penn ar tranzistor e ti Mamm Goz. Feiz ma doue, e Brest-Litovsk-Bielorusi zoken e c'heller kleved Lou Millour hag he henlabourerien feal. A-du eo prezidant Loukachenko.

 

Etrezek Emgleo Breiz : http://www.emgleobreiz.com/

Publié dans lennegez

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article