John Cale

Publié le par envazao

Eur hoñserad a-feson e-neus dibunet John Cale deh er Garenn e Brest. Ne oa ket ano gantañ da liva an ton na da zigas koun d'ar bloaveziou tri-ugent, pa voe boulhet toniou bominap gand e gompered er Velvet Underground. N'eus ket bet menneg ebed euz Nico (lod tud o doa soñj sur mad euz he zroiad war leur ar Stella e Lambezelleg tregont vloaz a zo). Nag e oa poz ebed ken nebeud diwar gont e gamarad Lou Reed bet gwechall gantañ e-touesk strobadou diroll ar Factory e New York, Andy Warhol evel just e penn ar renk eno. Traou a-vremañ a oa p'e-neus gouezet e-lakad beh d'ar roll ha d'an diroll, klavier, gitar hag all. Founnuz.

Euz sonerien yaouank en e gichen ez eus traou a galité, gwad dindan o ivinou. Kar n'eo ket êz ober gand eur mestr evel John Cale, douetuz. Emañ e-unan e penn ar jeu, ar re all a hoar c'hoari. Paotr Abertawe/Swansean ne gaoze ket maread, na pa vije d'eun "hello Brest... I forgot to say hello" war eun ton digarekaüz.  Pemp kanaouenn bennag a gas en-dro araog saludi ar salidi, pouezet mad e saozneg e-doare ar C'hembread a zo anezañ. Ne vo ket klevet poz ebed euz e yéz vamm. An ton "Amsterdam" a ra kont euz e vaouez eet di d'en em gaoud gand gwazed hag a oar peseurt mod rei an ton braz d'ar merhed : "she's back from Amsterdam and I'm sure the journey did her well"

"Heartbreak Hotel" a deu da heul, n'eo ket brao mond e-barz. Gouzoud a oar an dud. N'eo ket emberr e vo dislavaret ar brud koz a red pelloh eged toull an nor : techet eo paotred ha merhed ar rok'n'roll ganet du-mañ da jom war o hemend all, Brestiz kintuz da vad ha da viken, koz traou toud. Sañsetamant e teu kalzig a ganerezed yaouank d'ober ton dezañ, pas hirio 'vad. Feiz, dond a ra "Pablo Picasso", adperhennet gantañ a-ziwar Jonathan Richman and the Modern Lovers. Biskoaz ne vo greet toull reor deuz al livour, "he never got called an ass-hole", a gont en eur zifoupa poziou seurezed.

"Helen Of Troy", kaset digaset evel ton an diaoulez. Kemend a doniou a dap ar selaouerien en o daou ugent vloaz bennag, lod avañsetoh zoken war an oad. Tostik awalah ema lod da di ar re goz, Heartbreak Hotel 'vito. Plomm eo John Cale ouz e douchennaoueg tremen eun eurvez goude e zonedigez. Dare e vije michañs da gana "Myfanwy" hag "Ar Lan Yr Mor" evel ma hoar ober, deuz ar henta klas. Feiz nann, n'ema ket amañ evid ober kamambre da dud ar vro goz. Eur wech all ne lavaran ket, pa vo koseet hag e vo poent dezañ lavaret "Ffarwel Myfanwy dirion".

6239916803_2f42780162_m.jpg

crédit photo : Brigitte Pourquier (http://www.flickr.com/photos/47327997@N05/?v=1)

 

 

Publié dans muzik

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article