C’hwehved Bal Breton e Brest : Mad ar jeu en dañs !

Publié le par envazao

973_0625-copie-1.JPG

 E leiz a vugale a oa o tañsal war ar frankizenn er gintaou. Eur gont a eur mil e oant, oll asambles evid tenna gounid ha lorh euz an dañsou bet desket e-ser ar bloaz. Maread a zefigou a oa evel just, kichen-ha-kichen ha tro-ha-tro gand skolidi kelhiajou daou ha tri euz Gouenou, Gwipavaz ha Gwiler. Tonioù ar strollad Diatonik Penn Ar Bed euz Plouedern a zo en em silet beteg war skalierou an ti-kêr evid luska an abadenn.

 

Eun tregont skol kenta-derez bennag a gemer perz beb ploaz er Bal Breton abaoe 2005. Levenez ha fromm a zo e Bob Le Crann war blasenn ar Frankiz, emañ ar huzulier pedagogel bet mestr skol e-pad pell war hent ar retred a-benn prestik kaer. “Eur banne êr fresk zo bet degaset gand dañsou Breiz er skoliou“, eme an danvez retredad. Etre daou soñj emañ ar brezoneger ampart a zo dioutañ memestra pa bak eur zell digredik war ar faoskoefou mod bro Vigoudenn hag an tokou round hag a zo bet plantet war eur strobad a bennouigou deuz a greiz-kêr e Brest. Ne vije ket tre en e jeu ar seurt folklorachou gand Julien Antoine, anezañ mestr ar c’helhiad daou (CP-CE) e klasou diouyezek skol Jacquard. Pa deu poziou e brezoneg gand Diatonik Penn Ar Bed e kan e skolidi da heul ar haner. Ma, eun dudi an hini eo pa weler eo gouest ar re a dap o eurvez sizuniek brezoneg da gana da heul ive.

 

Dañs an andouillen evid ar pennou fur

Les lavandières, Dañs al lapined, gand ar re-mañ ez eus plijadur ken a zo evid lakad bugale ar c’hlasou CP, CE1 ha CE2 en o bleud. Kalzig a doniou all euz Breiz Uhel a ya da heul evid o isa da vouj’ o zreid hag o daouarn. Tremen unnek eur ez eus un dudi da gaoud gand ar re vrasoh pa roont beh d’ar polka, d’an hanterdro, dañs an andouillen a zo ive, an dérobée de Moncontour hag ar Perigourdine evid lakad lañs war ar merenn a zo ouz o gortoz er hantin. Daouzeg Bal Breton a vez aozet e Penn Ar Bed en trede trimiziad. “E Morbihan hag en Aodou An Arvor e vez lakaet Balou ive, diwar ar mod aoa bet komañset amañ“, eme Bob Le Crann. Dizoursi e hell mond kuit diouz e bost evid tapoud e retred, tro en devo da weled an dañserien yaouank e meur a fest noz all, e Brest ha pelloh eviti kerkent hag an hañv, kar abaoe an derhent deh emeur krog gand an deiziou brava a zo er bloaz ma ne fazian ket.

Publié dans muzik

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article