Uheloh ar sperejoù e Jacquard

Publié le par envazao

Tud ar politikerez skoaz-ouz-skoaz ganto e Brest hag he bro, o welet kement-se e oa muioh a fichañs o sevel er gerent e-teid ar sizun. En o daremprejou gand Div Yez Brest o deus dalhet mad Andre Ar Gak ha Patricia Adam, deputeez ar vro anezi, kement ha lakad muioh a bouez er marhata. Start oa ar jeu koulskoude pa oa lakead gand ar rektorelez ne hell ket ober gwelloh eged « degemeret ar vugale daou vloaz gand ma z’eus a-walh a blas hag a bostou evid ober war o zro ». Peadra aze da derri al lañs bet paket gand ar helenn divyezek e Brest ? Gand tadig Yann ha mamm Katellig war an dachenn e oa ano euz  “eur seurt lezennig gontchouigou embannet war ar prim evid lakad berr warnom“.
Digwener paset e oa galvet izili Div Yez Brest tro an daol gant an ensellerez. Bez e oa eun ton all a oa war zispak pa oa embannet gant kargidi ar rektokelez ne oa ket ano da serri ar gaoz na da lakad ar goulou ruz war ar goulennou. Gouez da gerent Div Yez Brest n’eus ket kaoziou toull euz ar re-se. Hag eun hent stabil hag asur a vije war wel evid pol divyezek Brest, o kregi euz an oad bihana ? Pelloh vo da houzoud en tu all d'ar vakañsou
.ya

Publié dans skol

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article