Levrig hencha DAO a gav e zaou baeron

Publié le par envazao

Amelie Ar Baill, Bernez Kerdraon, Lleuwen Stefan, Gilles Servat, Sedrig Laur, Melanie Thomin (stajiadez Stumdi)
 Stajou brezoneg evid an dud deut a vez maread diouto bep hañvez. Renablet ez eus bet triweh prantad deski e-barz eur strobad a dregont bajenn. D’ar merher 23 a viz C'hwevrer e ti Sked Brest e oa bet pedet ar ganerien Gilles Servat ha Lleuwen Stefan da rei lañs ha paeroni d’ar houlzad 2011.

Lakad an dud da houzout peur, peleh ha peseurt mod e hellont souba o zreid, teod, fri hag all e zoubenn zruz ar brezoneg da vare an tommheoligou, kemend-se a laka Amelie Le Baill ha Sedrig Laur e ano ar gengevridigez Deski d’An Oadourien. “Ar stajou berr a zo unan ag an doareou wella evid deski pe peurzeski brezoneg”, eme ar Wenedourez evit rei hekleo d’al levrig. Ne vije ket Lleuwen Stefan na Gilles Servat evid he diskana p'o doa kavet graz dre meur a wech da zarempredi stajou gand ar c'hoant reiñ un adlañs d’eun deskamant kaset war al levriou peb hini diouz e du.

DAO, Ti Ar Vro, 6 plasenn Gwiriou Mab-Den, 29270 Karaez, 02 98 99 94 24

Dao.bzh@gmail.com

 

muioh da lenn er Ya ! a-benn ar gwener a zeu 

ya

Publié dans brezoneg

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article