Zone d'art de ville

Publié le par envazao

ZADV_Page_1.jpg

Gwechall e oa Spontañezen, ha bremañ zo Pontanezen, evel-se e heller lakaat berr-ha-berr ar spered nevez a vez o poulza en eur harter gwallvrudet.  Mad, splann eo da galz a dud eo suroh pourmen er siteou pa vez noz du pod eged e kreiz kêr er harteriou pinvidik, Jean Jaurès-Siam lakaom, eun istor koz an hini eo meus aon. Azalek emberr eiz eur e vo gouel bras e Pontanezen : Zone d'Art De Ville 1ère édition.

War wellaat

Cheñchamant a zo bet forzik dija e Pontanezen pa oa bet tourtet meur a dour uhel warlene evid sevel lojamanchou izeloh hag evid donedigez an tram a-benn bloaz o tond. Poent e oa ober eun dra bennag memestra, undua* an touriou a chomo, planta gwez ha stanka an toullou war an hentchou na pa ve ken.

Aboae ma oan mous ez an beb sizun pe dost da Bonta, o veza ma kaver ennañ eul levraoueg eet da vediaoueg deuz ar re wella toud e Brest. Pennou nevez a zo oh en em gaoud, lod all o tiloja da leh all, e mod-se 'ma ar vuhez. Kamaladed din zo eet kuit euz an teroar ma oant ganet ennañ, en o zouez Paskal Goarant (bet kaner ha gitarour boud er strollad mitig Splassh ha bremañ soner er festou noz). Tourtet oa bet e di bloaz a zo evid digoriñ an hent d'an tram, dioutañ zo unan euz pennou kosañ ar harter p'en doa kresket a-vuzul tro ha tro gand an touriou. Savet z'eus bet eur film gand Marcel Leal ma weler anezañ o tibuni gand pennou "istorel" Pontanezen. .

Tachenn arzou kêr

Emberr da eiz eur enta e vo diou gompagnunez hag a roio ton da gontadennou a-vremañ, kriz, fentuz ha marzuz war eun dro : compagnie "La Salamandre" euz bro Naoned gand "rêve de lire" ha compagnie La Rigole euz Brest gand eun dibunadeg diwar eñvorennou ar vugaleaj.

Disadorn goude lein e teuio arzourien "collectif humungus" evid tresa eur freskenn deuz ar re freska e levraoueg Jo Fourn. War ar parviz e vo strollajou o seni. Freuzet vo an endervez gand Free Your Folks, ganto kanaouennou rock ha folk e saozneg, galleg ha brezoneg mar plij. D'o heul e teuio Mediavolo, rock ha new wave ganto leiz o zah, Sinkaya, Erhepide svs, sonerien ha dañserien hip hop ha sonerez a vro Guba evid kas ar gouel beteg penn.

Amañ hag a-hont er hater e vo arzou ha pestak war ziroll er strejou koulz disadorn ha disul : dédale de clown (Brest), drôles d'oiseaux (DZ), hémisphères de l'ouest (Trevlean e Bro Gwened) gand ar vreudeur Forsini, akrobated dibar anezo. Kompagnunechou Ocus euz Roazon ha Tout Pour La Gagne a vo o tibuni er harter hed a hed evid rei an ton da vraz ha bihan

link

http://zonedartdeville.over-blog.com/article-festival-zone-d-art-de-ville-premiere-edition-74863495.html

Publié dans Brest

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article
E

abalamour d'ar gwall amzer ez aio toud an dud en disglao, sonerien, c'hoarierien, pesktakterien hag all. Salle L'escale, e-kichen mediaoueg Jo Fourn azalek div eur a rioi goudor d'an neb a gar
tenna e vad deuz ar gouel.

Répondre