maro Charlez Ar Gall, kemenadenn a gañv skrivet gand Fañch Broudig

Publié le par envazao

58670722.jpg

 

ama zignan e kavoh eun destenn bet skrivet gand Fañch Broudig p'eo eet Charlez Ar Gall d'ar bed all, bez e vo lavaret kenavo dezañ warhoaz da eunnek eur e Kennedy, sellit hiroh diwar benn gwir mignon ar brezoneg war lehchienn Fañch Broudig  http://languebretonne.canalblog.com/

RIP

 

Ar brezoneg e kañv


Ema Breiz hag ar brezoneg e kañv. Unan eur ar Vretoned wella hag euz ar re vrudeta a zo o paouez mond da anaon d'an 3 a viz du : Charlez ar Gall an hini eo. Oajet e oa a 89 bloaz.
Felled a ra din renta enor d'an den greduz m'eo bet ha d'ar brezoneger euz an dibab : eur perz braz e-neus kemeret er bloaveziou 60 ha 70 evid kas ar yez war a-raog koulz war ar radio ha war an tele. Bet eo bet Charlez ar Gall an den kenta o komz brezoneg war an tele, adaleg ma 'z eus bet deuz Tele-Breiz e 1964. Eun nebeud bloaveziou a-raog, e 1959, e oa bet kroget da labourad en ORTF, galvet ma oa bet er bloavez-ze da ginnig abadennou brezoneg Radio-Kimerh e plas Per-Jakez Helias. E miz genver 1971 e oa bet savet ar henta gwir abadenn-dele e brezoneg dindan eun ano splann : "Breiz o veva". Evel m'eo dleet en em gavas Charlez e penn ar skipaill a oa bet karget d'ober war he zro, gand e wreg Chanig ar Gall, Per-Jakez Helias ha ganin.
Dre ziou wech koulskoude eo bet tapet Charlez ar Gall e degoueziou hag a zo bet neuze eun tamm mad a hekleo dezo e Breiz. E 1962, e rank chom a-zao e-pad eur miz gand e abadennou radio diwar urz an hini a oa Ministr ar Helaoui d'an ampoent, abalamour ma oa bet skignet gantañ ar ganaouenn "Emgann Montroulez". E 1974 eo unan euz e gaozeadennou war an tele a oa bet diveget : gwelloh e kavas neuze rei e zilez. Eun nebeud deveziou goude e oa bet diskaret peul ar Roh-Tredudon diwar eur gwall-daol. Gwall-skoet e oa bet Charlez ar Gall diwar goust an darvoudou-ze.
Eur skolaer a oa anezañ deuz e vicher e gwirionez. Setu n'e-neus biskoaz bet labouret med eun darn-amzer evid ar radio hag an tele : kaerroh a ze al labour a zo bet sevenet gantañ e-pad bloaveziou evid kas an abadennou brezoneg war-raog.
Eun den reiz ha kaloneg e oa Charlez ar Gall, eun den eeun ha digor d'an oll. Tost e oa deuz Armand Keravel ha deuz Per-Jakez Helias ha ganto o-zri eo bet adlañset Ar Falz war-lerh al Liberasion, d'eur mare ma ne oa ket brao divenn ar brezoneg. Asamblez ganto e oa c'hoaz evid sevel Emgleo Breiz hag ar gelaouenn Brud (deuet da veza Brud Nevez) er bloaveziou 1950.
Eur brezoneger euz an dibab a oa Charlez ar Gall, dre gomz koulz ha dre skrid. Eur yez wirion a deue gantañ hag êzamant e-noa evid en em zisplega en eun doare resiz. E yez kenta eo bet ar brezoneg ha brezonega a blije dezañ. Kalz e-nevo bet greet evid adsevel anezi : dre gomz war ar radio hag an tele, ha dre skrid er pennadou e-neus dalhet da skriva evid Brud Nevez beteg eun toullad miziou 'zo.
Peoh d'e anaon.


Fañch Broudic
Bet e karg euz an abadennou brezoneg war France 3
Prezidant Emgleo Breiz

Publié dans brezoneg

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article