mareajou a dud en on strejou !

Publié le par envazao

anti-woerth-011.jpg

 

Retrejou : afer a Yaouankiz, e mod-se e heller lenn war eur gitoun e penn an dibunadeg gand al liseidi, bez ez eus eur strobad a Gericheniz hag a Irwaziz o freuzi an dachenn, o rei digor d'eur stourm ouz danvez al lezenn Woerth. Nevez amzer war an distro, yaouankizou o tiwana ? Hag e hell beza !

A-leiz a vaouezed a bep oad a zo hirio o tibuni ive e Brest, dimeurz daouzeg a viz Ere, muioh a verhed eged a wazed, da nebeuta e vijer techet da gredi gand ar brasoh moushoarz a wiskont ind-i cheorenned Kêr Zef ! Abalamour d'an heol eo, hag ez eo ! Ema an SLB gand o stourmig stourm ive, An Tristan potr chichant, berzig a reont gand o buvedig sovach en a-drek d'o strakellig a oto bet lived kaer gand posteriou e brezhoneg. Dond  a rafe eur berrad Kro da unnek eur mintin alato gand ar beh a zo dija d'ar yaou noz, ha Frizedig ne vo ket kountent ! Eur zah goulo ne jom ket en e zao. E korn ar frankizenn etrezek ar sinema Liberté e krog an traou, sonn ha plom peb den war e ziouhar, hogen pegen diêz eo mond waraok gand kemend a dud en em gaved hirio. Ano zo da okupi an dachenn, da zifenn or gwiriou da vond  diwar ol labour d'an oad a dri-ugend ha n'eo ked krevi ouz ar stern daou vloaz diwezatoh... pe en tu all da ze hoas bezit sur pa vo ouzpennet bloavechennou all war lerh douetuz. Petra viro an ultraliberalachou da drehi ar bobl ma n'eo ket ar bobl e-unan ? Ha kerkoulz d'ar re a zo gouest da vond war o zao en em zivorfila an abreta ar gwe lla ! Frankiz dezo ha d'an oll ! Nemed d'ar studerien ? Z'eus ket kemend-se dahouto e fin ar gont... ema ar bloaz o paouez kregi ganto ha gouestadik e ranker mond.

 

Kapitalism pe gwallarhant ?

Tud an hentchou houarn e penn ar jeu, an ekipamant, an ospitaliou, an taillou, ar seku, tud ar bankou ive dabuchur... ema gopridi ar prevez o tihuni hag o vond war vale dindan an heol. Pazenn ha pazenn e zao sloganou a beb seurt, kalzik diouto bed kleved gwallbaot, taeroh eo an traou koulskoude kostez krennarded ar CNT. N'eo ked aliez eh en em veskont gand ar sindikajou. Toare o deus ar zantimant da zevel uheloh o moueziou, eur gribell bennak a weler e-touesk an drapoiou du ha ruz, folklor eur bobladig a-zignan hag a-gostez a ranker kaoud, a zo mad. Tud Saint Martin a weler ive, eun tamm kaoz ganto diwarbenn stad al labouriou hag an daremprejou tort gand an ti kêr, eun dra all. N'eo ket memez hentad ez aim ganti an dro-mañ : Clemenceau a-zil etre ar Vauban hag ar houartz, e-biou ar porzhouarn, tremen ar CCI, war bouez traoñ eun tamm betek karter an vourhichen : bali Dajot me ho ped. Ne z'im ket da freuzi douar skañv ar vali alato ! Nann 'vat, poull staota ar hoz chaz kamembre n'eo ket hini an dud eveldom-ni, yohadou dister o zalvoudegez, ha ni privilejiet sañset. Mond a raio an emsavadeg war stardad sur, blokadennou a vo, tabutet hag arguzennet vo fors pegemend eun tammig e peb leh. Ar re-hont e penn ar vro zo bouzar, stanket o diouskouarn, evel eur pod houarn a viche o klask teuler mez war eur pod pri. Ne vo ket êz hoari war eun ton fin dirak kemend a wall ardou digand paotred ar hapital, kapital Paris, kapital ar hastell alaouret bed saved a-ziwar eur berniad trêz nij, gwallarhant troet da vreina. Ni zo war ar holtar mad da gaz kuid ar glahar, ni a blij deom an drêzenn pounner. Ne vim ket stanket on treid er vouillen nag al lagen, disadorn e vo dibunet adarre, beh d'ar strêjou endro da greiz kêr. Meur a groashent tro a vo gronnet a benn neuhe, abred diouz ar mintin, abred war vale evid gounid muioh a wir binvidigechou, ar vuhez !

Publicité

Publié dans pobl

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article