BAS hag Arvorig FM dorn-ha-dorn

Publié le par envazao

A-nevez war ho kwagennoù tud a Vreizh hag a belloc’h ! Sinet z’eus bet un emgleo etre Bodadeg Ar Sonerion hag Arvorig FM, ar radio hollvrezhonek staliet e Landerne. En Ifig Kalvez ez eus bet fiziet enrolladennoù a-zoare gant BAS. Asambles gant tri c’homper e vo dizoloet teñzorioù ar sonerezh hengounel e Breizh bep Gwener noz.

Pelloc’h ha donoc’h e vezo freuzet gant abadenn “Ar Bagadoù“ hag a zo bet diouti abaoe bloaz bremañ. Pevar Leonad a raio muioc’h a drouz eget unan, sur eo ha n’eo ket marteze. Evit harpañ an Ifig a Wiseni da doullañ hent gant BAS eo deut Lors Moal, Gwenole Fauve ha Tangi Thomin, anezho tri soner eus ar re ampartañ.  Tri-ugent strollad disheñvel, tost da bemp bloaz warnugent : anv a oa da zerc’hel ar peb talvoudusañ deus ar gampionadoù hag ar gouelioù, ledan eo bet ar pourvez gant Bodadeg Ar Sonerion. Feiz, tud mailh war ar sonerezh a zo deus ar pevar faotr evit mont a-benn d’an hent. Mall zo ganto rentañ enor d’ar gwellañ bagadoù ha kouplajoù daou ha daou. Maouted a vo diouto evit displegañ ar binvioù, an istor ha peb munud az a d’ober an tonioù.

E brezhoneg me ho ped

“Bez e oa tud o c’houlenn e vije savet an abadenn e galleg, padal hon eus dalc’het mat e brezhoneg“, eme Herve Ar Beg, rener Arvorig FM. Liammañ daou ved a vez distaget re alies an eil diouzh egile, kement-se a zo an den gantañ en e veno. Pelloc’h e sell ouzh an dazont en ur lakaat “emañ an traoù o cheñch pa weler kalzig a vrezhonegerien yaouank o lakaat o anvioù er bagadoù“. Lorc’h zo ennañ pa vezo roet ar son hag an ton d’an daou benn eus ar voul douar, sonerezh, yezh hag all a-drugarez d’an internet. Ken priziet eo sonerezh Breizh er bed holl, un druez ma ne vije ket mareadoù a selaouerien evit lakaat o divskouarn da dañva ur seurt friko, o kregiñ gant Gouel Ar Bombardoù en Erge Vraz.

Abadenn “Ar Bagadoù“, bep Gwener da 7e noz, adskignet d’ar Sadorn da 4e30 ha d’ar Sul da 11e30 mintin.         

 

link

91.7MhZ

 

ya

Publié dans muzik

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article